Mont d’an endalc’had

Parouzia

Eus Wikipedia
Krist glorius (Aviel manati Andronikov e Moskov), XVIvet kantved

Parouzia (pe parouzïezh) a zo ur ger hag a deu eus ar ger gresianeg kozh, παρουσία, hag a dalv kement ha "bezañs" pe "donedigezh". Roet a zo bet dezhañ ur ster relijiel ha teologel. Implijet eo bet e Bibl an Dek ha Tri-Ugent gant ar ster ordinal "gweladenn ofisiel ha lidel ur priñs" met ivez evit "deiz an Aotrou", donedigezh Doue evit dieubiñ Israel ha kastizañ ar bec'herien. En ilizoù kristen e vez implijet ar ger evit komz eus eil donedigezh ar ar C'hrist e dibenn an amzer, a-raok ar Varn Diwezhañ, e c'hanedigezh o vezañ bet e zonedigezh kentañ er bed.

Kavout a reer un dave d'an darvoud-mañ e Lizher kentañ Paol Tarsos d'ar Gorintidi (15-23) da skouer.

En e droidigezh eus Oberoù an Ebestel, al Lizheroù hag an Diskuliadur (Al Liamm 1971) e skriv Maodez Glanndour en un notenn (p 410) a-zivout Ar c'hentañ lizher d'ar Gorintidi : "Emziskleriadur ar C'hrist, e Barouzïezh, eo e zistro glorius e fin an amzer."