Bibl an Dek ha Tri-Ugent

Eus Wikipedia
Temptadur Jozef, hervez ar Vienna Genesis, un dornskrid eus Bibl an Dek ha Tri-Ugent

Bibl an Dek ha Tri-Ugent, pe ar Seikont, LXX (e latin Septuaginta ; e galleg e reer gant ar furm gozh Septante) a zo un doare gresianek eus ar Bibl hebreek. Hervez al Lizher da Aristeas (IIvet kantved kent JK), e vije bet troet an Torah gant 72 a droerien, bodet war enez Pharos e-tal Aleksandria, en ur ober 72 devezh, war-dro 270 kent JK, war c'houlenn Ptolemaios II.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Buan a-walc'h, goude diazezet kêr Aleksandria gant Aleksandr Veur en -331, e kreskas enni an diaspora yuzev, ha dreist-holl en-dro da balez ar roue, kement ha ken bihan ma voe miret daou eus pemp karter kêr evit « diskennidi Abraham ».

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]