Paul Ladmirault
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Paul Ladmirault |
Anv-bihan | Paul-Émile |
Anv-familh | Ladmirault |
Deiziad ganedigezh | 8 Kzu 1877 |
Lec'h ganedigezh | Naoned |
Deiziad ar marv | 30 Her 1944 |
Lec'h ar marv | Kamoel |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | sonaozour, choreographer, penn laz-seniñ, musicologist |
Bet war ar studi e | lycée Georges-Clemenceau, Conservatoire de Paris |
Bet studier da | Gabriel Fauré, Antoine Taudou, André Gedalge |
Strollad politikel | Strollad Broadel Breizh (1931-1944) |
Luskad | Unvaniez ar Seiz Breur |
Ezel eus | Kelc'h keltiek Naoned |
Tachenn | C'hoarigan, sonerezh klasel |
Rummad tost | Category:Compositions by Paul Ladmirault |
Paol Ladmirault (pe Paul Ladmirault e galleg) zo anezhañ ur sonaozer breizhat, ganet e Naoned d'an 8 a viz Kerzu 1877, ha marvet d'an 30 a viz Here 1944 e Kamoel (Mor-Bihan), war-lez ar stêr Gwilun.
Buhezskrid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet eo bet Paul Ladmirault e Naoned d'ar 10 a viz Kerzu 1877. Skrivañ a reas e oberennoù kentañ pa oa 8 vloaz hepken. Seniñ a rae ar piano, an orglez hag ar violoñs. Ur bugel marzh a oa anezhañ. E opera kentañ "Jili Raez" a oa bet c'hoariet pa oa 16 vloaz. Mont a ra e-barzh klas sonerezh Gabriel Fauré, ha klaviazañ en deus graet darn eus oberennoù e vestr. Anavezet eo Ladmirault ivez evel emsaver breton, ezel e oa bet e Strollad Broadel Breizh. Stourm a reas evit emrenerezh sevenadurel Breizh. Unan eus sonaozourien gentañ ar bodad arzel Seizh Breur e oa. D’e heul e emezelas buan Georges Arnoux ha diwezhatoc'hik Paol ar Flemm. Deskiñ a reas brezhoneg ha kembraeg ha treiñ a reas "Barddas", levr ar Varzhed. Marvel a reas en e di e Kamoel (Bro-Naoned) d'an 30 a viz Here 1944.
Katolik don, ne skrivas nemet ur pezh sonerezh sakr "Oferenn verr", 60 vloaz e oa pa skrivas anezhi evit e vab Daniel pa yeas da veleg[1].
Oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Awenet eo oberenn Ladmirault gant mojennoù ar Gelted. Brudet eo evit e varzhonegoù siñfoniek, en o zouez emañ "Breselien diouzh ar mintin" hag "Ar Briwer". Oberennoù all a zo bet savet gantañ diwar-benn Breizh end-eeun pe bed ar Gelted "Heuliad brezhon" e 1903, ha "Rapsodienn ouezel" e 1909, pe sonerezh Tristan hag Izold. N'eo ket bet c'hoariet gwech ebet e eil opera Myrdhin (Marzhin). Pezhioù sonerezh relijiel kaer-kenañ a zo bet savet gantañ ivez.
Oberoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Oberoù sonerezh siñfoniek hag operaoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Heuliad Breizh
- Belegez Korydwenn, gourc'horoll
- Ar Briwer, barzhoneg siñfoniek
- Er c'hoad, barzhoneg siñfoniek
- Valsenn drist evit piano ha laz-seniñ
- Bresilien diouzh ar mintin, barzhoneg siñfoniek
- Dimeziñ evit laz-seniñ ha piano
- Yaouankiz Cervantès evit laz-seniñ
- Sinfonienn en Ut
- Heuliad Breizh 1903
- Rapsodienn ouezel 1909
- Tristan hag Izold, sonerezh leurenn 1929
Oberoù sonerezh kambr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Argemm war tonioù binioù evit piano pevar dorn
- Marc'hekadenn, faltazienn war "reeloù" skos, triad evit violoñs, gaolvioloñs ha piano
- Tenergan evit pevarad-kerdin
- Triad "ar Stêr" evit violoñs, gaolvioloñs ha piano
- Faltazienn evit violoñs ha piano 1899
- Kanaouennoù ar mor evit usvoud ha piano 1906
- Sonatenn evit violoñs ha piano 1931
- Pempad-kerdin 1933
- Pevarad-kerdin 1933
- Eus an Disheol d’ar Sklêrijenn evit violoñs ha piano 1935
- Koral hag argemm evit piano ha pempad-c'hwezh 1936
- Sonatenn evit gaolvioloñs ha piano 1939
- Sonatenn evit klerinell ha piano 1942
Oberoù piano ha kanaouennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Daou zañs
- Pevar fezh
- Eñvor un azen
- Peder damskeudenn evit piano
- Valsenn drist evit daou biano, 1901
- Brimbalerezh, 1929.
Oberoù mouezh ha relijiel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Tantum ergo evit mouezh, orglez ha laz-seniñ
- Oferenn verr evit kor ha orglez
- Myrdhin, opera
- Jili Raez, opera 1893
- Tonioù kozh evit tenor, pevarad-kerdin ha piano 1897
- Glycères, operetenn 1928