Panait Istrati
Panait Istrati, ganet e 1884 e Brăila, e Roumania, ha marvet e 1935 e Bukarest zo unan eus ar meurañ skrivagnerien roumaniat. "Gorki ar Balkanioù" a veze graet anezhañ. Daoust dezhañ bezañ desket roumaneg war barlenn e vamm e skrive Panait Istrati e galleg d'al liesañ, dindan levezon skrivagnerien evel Romain Rolland.
E 1927 e voe pedet d'an URSS da-geñver 10vet deiz-ha-bloaz Dispac'h miz Here. Ne oa ket ezel Istrati eus ar Strollad Komunour; hogen tost-tre e oa ouzh e vennozhioù. Gant ar skrivagner gresian Kazantzákis e chomas ur pennadig er vro evit gallout ober un tamm-tro war an dachenn, pell diouzh al lidoù ofisiel: mont a reas eta eus Moskov da Nijniy Novgorod, eus Moldova da Sant-Petersbourg, eus Krimea da Tbilisi... Dipitet-bras e voe gant ar pezh a c'hoarveze er vro, dreist-holl gant doareoù ober ar Volcheviked evit lakaat ar mennozhioù komunour er pleustr. Ur wezh aet kuit eus Rusia e prederias kalz a-raok ober e soñj embann ul levr diwar-benn e veaj. Vers l'autre flamme - Après seize mois dans l'U.R.S.S. az eas er-maez e 1929. Ennañ e oa tamallet ar melestraj koulz hag ar c'hontrollerezh soviedat: ouzh en ober e oa Istrati unan eus ar re gentañ o sevel a-enep da doareoù a voe graet stalinouriezh anezho diwezhatoc'h. E skrid a voe graet un degemer fall-spontus dezhañ: e-pad mizioù e voe embannet ingal pennadoù reut ha kunujus diwar e benn gant kazetennoù zo, darn anezho skrivet gant tud hag a oa gwelloc'h ganto chom feal ouzh Moskov eget ouzh ur c'hamalad anavezet mat ganto.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Danevelloù
- La Jeunesse d'Adrien Zograffi : Codine - Mikhaïl - Mes départs - Le Pêcheur d'éponges
- Les Récits d'Adrien Zograffi : Domnitza de Snagov
- Les Récits d'Adrien Zograffi : Kyra Kyralina
- Les Récits d'Adrien Zograffi : Oncle Anghel
- Vie d'Adrien Zogfraffi : La maison Thüringer - Le bureau de placement - Méditerranée (Lever de soleil) - Méditerranée (Coucher de soleil)
- Romantoù
- Le Refrain de la fosse. Nerrantsoula, Éditions de France, 1927
- Les Chardons du Baragan, Grasset, kol. « Les Cahiers Rouges », 1928
- Testenioù
- Vers l'autre flamme après seize mois dans l'U.R.S.S., 1929 ; Gallimard, 1987