Padmāsana

Eus Wikipedia
Padmāsana
Lahiri Mahasaya e stumm al lotuz
Padmāsana

Padmāsana (Devanāgarī: पद्मासन), pe stumm al lotuz, zo ur stumm da vezañ azezet gant an divhar kroaziet a-orin eus Henindia ma lakaer pep troad war ar vorzhed enep. Implijet e vez evit meveriañ en hengounioù ar yoga indian hag an arvesterezh boudaat. Lavaret e vez e hañval ouzh ul lotuz, e sikour da analiñ reizh, hag e tegas stabilded ar c'horf.

E-touez skeudennadurioù brudet stumm al lotuz e kaver Śiva, doue askezad ha meverier an hindouegezh, ha Siddhartha Gautama, diazezer ar voudaegezh.

Dont a ra an termen eus ar gerioù sañskritek "padma" a dalv "lotuz" hag "āsana" a dalv "ar fed azezañ pe bezañ azezet".

Ar stumm[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa vezer azezet e lakaer un troad war ar vorzhed enep gant ar sol war-zu an nec'h hag ar seul stok ouzh an abdomen. Lakaat a reer neuze an troad all war ar vorzhed enep en un doare simetrek.

Stok eo an daoulin ouzh al leur. Lakaet eo ar c'horf-bras eeun ha kempouez e doare ma vefe skoret gant al livenn-gein gant an nebeutañ a striv a-berzh ar c'higennoù. Kreizennet eo ar c'horf-bras a-us d'an divlez. Evit diskuizhañ ar penn hag ar gouzoug e c'heller lezel ar javed da ziskenn ha tu a-dreñv ar gouzoug da astenn. Sachet e vez an divskoaz war-gil ha savet kest ar brusk. Chom a ra an teod ouzh ar staon. Gallout a ra an daouarn chom war bleg ar varlenn er stumm dhyānamudrā pe war an daoulin er stumm cinmudrā pe jñānamudrā. Distegn eo an divrec'h gant an daouilin dambleget un disterañ.

Peurvuiañ e serrer an daoulagad, ar c'horf distegn. Kempenn ar reer ar stumm betek ma vo santet kempouez hag eeunded. An eeunded a zegas distegnadur a ziskouez ez eo reizh ar stumm evit an asana. Rankout a rafe ar stumm bezañ aes ha naturel hep an disterañ poan.

An darn vrasañ eus an dud o deus ezhomm un dorchenn (zafu) pe un tapis bihan (zabuton) evit seveniñ ar c'hempouez-se. Azezañ a reer e penn a-raok an dorchenn pe an tapis e doare da stouiñ ar pelvis war an araog evit gallout kreizennañ al livenn-gein ha kaout ar skor rekis. N'eus nemet ar re oueskañ a c'hell seveniñ an asana-se hep skor ebet dindan o felvis (ha dizaliet en deus an Dalai Lama ober kement-se)[1].

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. war e CD, roudenn 1 : "Opening the Eye of New Awareness"

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]