Śīrṣāsana
Neuz
Śīrṣāsana (Devanāgarī: षीर्शासन), pe stumm ar penn, a zo ur stumm yoga ma vez eilpennet ar c'horf penn-da-benn, ha ma vez harpet ouzh an divarvrec'h tra ma stok skañvik kern ar penn ouzh al leur.
Dont a ra an termen eus śīrṣa a dalv "penn, klopenn" e sañskriteg.
Goude echuiñ an asana-se ne saver ket ar penn diouzhtu, met lezel a reer an tal war al leur a-pad ur vunutenn.
Gounidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krediñ a ra d'an dud a bleustr ar yoga e c'hell śīrṣāsana kreskiñ red ar gwad en empenn, gwellat ar vemor hag arc'hwelioù all ar meiz, evel ar pep brasañ eus ar stummoù eilpennet. Krediñ a reer ec'h adyaouanka ar c'horf hag ar spered, hag e reol red an energiezh (prāṇa) er c'horf.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Headstand / Shirshasana - Poltred eus ar stumm yoga gant displegadennoù
- (en) Stumm ar penn e-barzh Bindu Magazine
- (en) Chom a ran war ma fenn evit ar yec'hed