Ouc'ha
Neuz
Ouc'ha (ruseg : уха ; ukraineg : Юха рибна youc'ha ribna, "soubenn ar pesked") zo ur soubenn-besked e Rusia hag en Ukraina, gant legumaj e-barzh : pour, patatez, lore, anet, stragon ha perisilh glas. Temzet e vez gant pebr du, safron, muskadez ha greun fanouilh.