Mont d’an endalc’had

Otto Skorzeny

Eus Wikipedia
Otto Skorzeny
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhAostria Kemmañ
LealdedTrede Reich, Spagn frankoour, Israel Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denOtto Skorzeny Kemmañ
Anv-bihanOtto Kemmañ
Anv-familhSkorzeny Kemmañ
Deiziad ganedigezh12 Mez 1908 Kemmañ
Lec'h ganedigezhVienna Kemmañ
Deiziad ar marv5 Gou 1975 Kemmañ
Lec'h ar marvMadrid Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Lec'h douaridigezhDöbling Cemetery Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
Lec'h bac'hañNuremberg Court Prison Kemmañ
Micherofiser, Ijinour Kemmañ
Bet war ar studi eTechnische Universität Wien Kemmañ
Deroù ar prantad labour1931 Kemmañ
Strollad politikelStrollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman, Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman, NSDAP-Hitlerbewegung Kemmañ
Grad milourelObersturmbannführer Kemmañ
Skour luWaffen-SS Kemmañ
Ezel eusSchutzstaffel, Akademische Burschenschaft Markomannia Wien zu Deggendorf Kemmañ
Deskrivet dreHow Hitler’s henchman became an Irish farmer after the war Kemmañ
Otto Skorzeny gwisket
evel penn an unvez SS "Friedenthal".

Otto Skorzeny, bet ganet d'an 12 a viz Mezheven 1908 e Vienna (Aostria-Hungaria d'an ampoent) hag aet da Anaon d'ar 5 a viz Gouhere 1975 e Madrid (Spagn), a oa un ofiser aostrian, bet Obersturmbannführer (letanant-koronal) er Waffen-SS. Brud a bakas e-pad an Eil Brezel-bed evit bezañ kaset da benn kefridioù ispisial evit an Trede Reich, dindan urzhioù eeun Adolf Hitler e-unan alies adalek kreiz 1943.

E-pad e studioù e Vienna e kemeras perzh Skorzeny en ur gevredigezh studierien (Burschenschaft) doare broadelour alaman. Plijout a rae dezhañ en em gannañ, ha d'ar poent-se eo e tapas ur pezh kleizhenn war e zremm.

Eil Brezel-bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Fellet a reas da Skorzeny mont er Luftwaffe e deroù an Eil Brezel-bed, met nac'het e voe abalamour d'e vent. Rollañ a reas neuze er rann-arme Leibstandarte SS Adolf Hitler. Kemer a reas perzh e aloubadeg an URSS adalek 1941 gant ar rann-arme SS Das Reich. Karget e oa da gas oberiadennoù ispisial e Moskov peurgetket, met ne voent ket kaset da benn.

Gloazet e voe en e benn e miz Genver 1942 hag adakset da Alamagn. Eno e voe roet kefridioù ren e Berlin. Kinnig a reas neuze sevel unvezioù prest da gas stourmoù a-dreñv da linennoù an enebourien, e doare ar bartizaned e reter Europa. Ganet e voe neuze ar pezh a zeuas da vezañ ar 502vet SS-Jäger-Bataillon. Adalek kreiz 1943 e kemerjont perzh en un nebeud oberiadennoù komando. Ar re vrudetañ eo an Oberadenn Eiche (12 a viz Gwengolo 1943), ma voe dieubet Benito Mussolini eus e lec'h-bac'hañ en Apenninoù, hag an Oberadenn Greif (miz Kerzu 1944), a oa he fal plantañ reuz a-dreñv d'al linennoù stadunanat da vare emgann an Ardenne.

E fin an Eil Brezel-bed, pa voe anat e oa kollet ar brezel gant an Trede Reich, e voe savet unvezioù ar Werwolf. Ar re-se a oa unvezioù komando savet evit tagañ lu ar gevredidi a-dreñv d'o linennoù ha lazhadegañ an dreitourien d'an Trede Reich.

Er bloavezh 1945 e voe goulennet gant Otto Skorzeny tuta ha gourdoniñ lod eus unvezioù ar Werwolf. Buan a-walc'h e welas anat ne oa ket uhel an niver a emouestlidi nag ar perzh anezho. Implijet e voe muioc'h anezho, n'eo ket evit ar gefridi raksoñjet, met evit sikour an nazied a veze klask war o lerc'h da guitaat Europa.

Goude ar brezel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Barnet e voe Skorzeny e prosezioù Dachau goude ar brezel, evit e rol e emgann an Ardenne da skouer, pa oa bet stourmet gant e unvezioù dindan dilhad an arme stadunanat. Didamallet e voe Skorzeny e 1947, pa oa bet diskouezet e oa bet graet heñvel gant ar gevredidi ivez.

E miz Gouere 1948 e echapas kuit Skorzeny eus ar c'hamp ma oa bac'het e Darmstadt. Goude bezañ tremenet dre vBavaria ha Bro-C'hall e kavas repu e Spagn e 1950. Adalek 1952 e teuas da vezañ kuzulier milourel evit arme Egipt hag ar prezidant Gamal Abdel Nasser, hag evit ar prezidant Juan Perón en Arc'hantina.

Kregiñ a reas da labourat evit ar Mossad adalek 1963-1964, evit sikour ar servijoù israelian da dagañ raktresoù milourel douget gant skiantourien alaman en Egipt[1].

Mervel a reas Skorzeny diwar ur c'hrign-bev en e skevent e 1975 e Madrid.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) Charles Messenger, Skorzeny's Special Missions: The Memoirs of the Most Dangerous Man in Europe, embannadurioù Greenhill Books, miz Mae 2006 (ISBN 1853676845)
  • (en) Martin A. Lee, The Beast Reawakens: Fascism's Resurgence from Hitler's Spymasters to Today's Neo-Nazi Groups and Right-Wing Extremists, emb. Little Brown and Co (T), miz Gouhere 1997 (ISBN 0316519596)
  1. (en) The Strange Case of a Nazi Who Became an Israeli Hitman, Haaretz, 27/03/2016 (lennet d'ar 15/06/2025)