Mont d’an endalc’had

Osmund Sussex

Eus Wikipedia

Osmund Sussex a voe roue Sussex etre 760 ha 772. War a seblant e renas asambles gant Oswald, Ælfwald, hag Oslac.

Hervez ar C'hronik Angl-ha-Saoz e renas war Sussex dija pa varvas Arc'heskob Cuðberht. Dindan anv Osmundus a reas ur garta e 765 [1]. En unan arall, graet e 770 e kemeras titl Osmundus Rex. Gwelet eo e anv en ur garta graet gant Offa Mercia e 772 met ne zoug nemet an titl Dux, ar pezh a c'hellfe talvezout e oa bet rediet da zilezel e blas goude ma oa bet aloubet ar vro gant Mercia.