Ealdwulf Sussex

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Ealdwulf Sussex a voe roue Sussex. Dre gartaoù hepken a anavezer anezhañ. Krediñ a reer e renas asambles gant Ælfwald hag Oslac.

War-dro 765 e sinas ur garta dindan anv Alduulf rex met er re a sinas diwezhatoc'h ez eas e sinadur da Aldwlf dux pe Aldwlfus dux Suthsaxonum , ar pezh a zamveneg en-doa kollet e ditl roueel.