Orenbourg
Orenbourg (ruseg: Оренбург) a zo ur gêr e Rusia, en Oblast Orenbourg, war ribl ar stêr Oural. Poblet eo gant 560 000 a dud (e 2014). E 1 478 kilometr e Gevred Moskov emañ, ha n'emañ ket pell eus an harzoù gant Kazakhstan.
Ur pont a-us d'ar stêr Oural a verk an harzh etre Europa hag Azia.
Anv ar gêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Talvezout a rafe anv ar gêr kement hag ar c'hreñvlec'h war ribl ar stêr Or.
Etre 1938 ha 1957 e oa anvet Tchkalov en enor d'an nijour-arnodiñ soviedel Valeri Tchkalov. E 1954 e voe savet un delwenn arem anezhañ 5 metr uhel evit lidañ 50vet deiz-ha-bloaz e c'hanidigezh.
Lesanvet e vez Orenbourg kêr-benn aziat Rusia en ur mod anofisiel.
Tud liammet gant ar gêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Alexander Schmorell (1917–1943), ezel eus ar strollad enep-nazi Rozenn Wenn,
- Youri Gagarin (1934–1968), sterdead.
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevellet eo Orenbourg gant :[1]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Братские узы: четыре города-побратима Оренбурга, Govorim Delo, 2019-11-22