Optant
Neuz
Un optant a oa un den eus Elzas pe Mozel hag a zibabas kuitaat an douaroù staget ouzh an Impalaeriezh alaman en 1871 goude Brezel 1870 evit mirout ar vroadelezh c'hall.
Ar re a zibabas ar vroadelezh c'hall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da-heul mellad 2 Feur-emglev Frankfurt, d'an 10 a viz Mae 1871, sinet etre Alamagn ha Bro-C'hall, e c'halle an dud ganet er c'humunioù staget ouzh Alamagn mirout o broadelezh c'hall ma kuitaent Elzas pe Loren a-raok ar 1añ a viz Here 1872. 49 000 a dud a guitaas an departamantoù Bas-Rhin, Haut-Rhin ha Moselle hag a zibabas ar vroadelezh c'hall, diwar ar 1 597 000 a dud a oa o chom eno. Bro-C'hall a ginnigas ur yalc'had-studi evit sachañ tud e-touez an tiegezhioù ezhommekañ.