Feur-emglev Frankfurt (1871)
Feur-emglev Frankfurt a voe sinet d'an 10 a viz Mae 1871 e Frankfurt am Main, etre Bro-C'hall ha Prusia, da lakaat fin d'ar brezel etre an div vro.
Dre ar feur-emglev-se e oa :
- lakaet ur vevenn nevez etre ar Republik C'hall hag an Impalaeriezh alaman, ha lezet gant Alamagn Elzas, war-bouez tolead Belfort hag ul lodenn eus Loren (departamantoù Moselle ha Meurthe).
- roet gwir da dud ar rannvro Elzas-Loren, krouet evel-se, da choaz etre chom er gêr ha bezañ Alamaned pe kuitaat o c'hêr ha chom Frañsizien.
- lakaet Bro-C'hall da baeañ un digoll 5 miliard a lurioù da Alamagn, dindan pemp bloaz.
- anavezet Gwilherm Iañ da impalaer Alamagn.
Renket e oa bet ivez distro ar brizonidi d'ar gêr, en daou du, hag ar c'henwerzh etre an div vro.
Renet e voe ar c'haozeadennoù evit sevel ar feur-emglev-se, gant Adolphe Thiers, en anv ar gouarnamant gall, hag Otto von Bismarck, kañseller Prusia. Boulc'het e voent e dibenn miz C'hwevrer 1871 ha klozet gant ar sinadur d'an 10 a viz Mae eus ar bloavezh-se.
A-raok ar 1añ a viz Here 1872 o doa tud Elzas ha Loren d'ober o choaz etre an div stad. Diwar ar 1 628 000 a dud a oa o chom er rannvro en amzer-hont, e voe war-dro 160 000 o lavaret e felle dezho chom Frañsizien met ne voe nemet 50 000 o kuitaat o c'hêr da vat da vont da Vro-C'hall[1].
Mezhus e voe kavet ar feur-emglev-se gant kalz politikerien c'hall ha betek ar Brezel-bed Kentañ e voe lod anezho oc'h embann o dije o digoll.