Oberiadur Junction City
Oberiadur brezel Junction City pe Operation Junction City a zo bet un oberiadur brezel doare "Klask ha Distuj" pe "Search and Destroy" a badas 82 devezh adal an 22 a viz c'hwevrer 1967 e-pad brezel Vietnam.
An oberiadur brezel gant harzlammerien amerikaned anezho brasañ e oa bet abaoe oberiadur brezel Market Garden e-pad an Eil brezel-bed.Bet eo bet ivez an oberiadur brezel brasañ oc'h implij harlammerien e-pad brezel Vietnam hag unan d'eus oberiadurioù brezel meur ar brezel. Anvet e oa bet Junction City dre al lec'h Junction City ur geriadenn er C'hansas, eno e oa pennoù an oberiadur brezel o reiñ o urzhioù.
D'eus un tu e vezo al lu Amerikan harpet gant lu Republik Su Vietnam (ARVN) hag o talañ dezho al Lu Norzh Vietnamian hag Arme dieubidigezh ar Su Vietnam (Viet Cong).
Araok oberiadur brezel Junction City
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz genver bloavezh 1967 ez eo kroget ar c'hentañ emgannioù en Tric'horn Houarn e gwalarn Kerbenn Republik Su Vietnam Saigon. Eno e veze kavet ul lod bras a soudarded d'an Arme dieubidigezh ar Su Vietnam (Viet Cong) kuzhet e hentoù riboul Củ Chi.
Ar bloavezh 1967 a welas al lu Amerikan o kenderc'hel gant bombezenniñ an Norzh Vietnam ha gwelet an niver a soudarded amerikaned o pignat betek tizhout 510 000 a dud. Ouzpenn d'ar re-se e oa kevet 40 000 soudarded an USAF en bro Thailand ha 30 000 all o vezañ e 7vet flodad morlu Amerika. Kement-mañ ne oa ket trawalc'h c'hoazh da welet enebourien Republik Su Vietnam da vont war wanaat.
Tây Ninh a oa ur proviñs tal kichen Kambodja ha dres nepell diouzh gwenodenn Hô Chi Minh o welet Arme dieubidigezh ar Su Vietnam (Viet Cong) o diazezañ don e vezañs hag o tigeriñ an hent da siladenn al lu Norzh Vietnamian etrezek Republik Su Vietnam. Ur pal brezel anat a oa neuze da zilojañ da nebeutañ ar strolladoù stourm-se pe gwelloc'h c'hoazh da risañ anezho, setu penaos ez eo ganet mennozh an oberiadur brezel Junction City.