Lu Republik Su Vietnam (ARVN)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Lu Republik Su Vietnam(ARVN)
(Lục quân Việt Nam Cộng hòa)
[[Skeudenn:Flag of the Republic of Vietnam Military Forces.svg| 280px|Lu Republik Su Vietnam (ARVN)]]
Banniel lu su Vietnam
Padelezh 30 aviz Kerzu 1955- 30 a viz Ebrel 1975
Bro Republik Su Vietnam
Niver a soudarded 486 838 – 710 000 (en e uhelañ
Lec'h pennañ Saigon
Lesanvioù QLVNCH (SVA, ARVN e Saozneg)
Ger-stur Tổ Quốc (Ar vro), Danh dự (Enor), Trách Nhiệm (Kefridi))
Lec'h pennañ Saigon
Pennoù meur
Dương Văn Minh
Cao Văn Viên
Ngô Quang Trưởng

Lu Republik Su Vietnam "Army of the Republic of Viet Nam" (ARVN; e Vietnameg: Lục quân Việt Nam Cộng hòa), berraet a-wechoù dindan ar stumm "the South Vietnamese Army" (SVA). Enebourien daonet lu Su Vietnam a vezo ar Viet Cong ha Lu Norzh Vietnam.

Dindan an anvioù-se e veze kavet holl strolladoù brezeliñ Republik Su Vietnam adal ar bloavezh 1955 betek kouezhadenn Saigon e 1975. A-vras e vije bet kollet 1,394,000 a soudarded (Lazhet ha gwallaozet) e-pad brezel Vietnam.

Goude kouezhadenn Saigon aloubet gant Lu Norzh Vietnam ez eo lammet an ARVN. Ul lod bras d'eus an ofiserien huel-renk a derc'has e broioù estren (Stadoù-Unanet dreist-holl), padal milieroù a frammerien izeloc'h a voe kaset da gampoù-bac'h adstummañ dindan urzh ar gouarnamant komunour e-penn Republik Sokialour Adunvanet Vietnam.

Lu Republik Su Vietnam hiziv an deiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En un doare ofisiel ne z'eus ket mui d'eus an ARVN abaoe 1975 ha kouezhadenn Saigon met dre hanterenn an ez-soudarded hag o familhioù bet en estrenvro e kendalc'h he spered da vevañ.

Hiziv an deiz c'hoazh e vez lidoù gant ez-soudarded Lu Republik Su Vietnam o enoriñ an ARVN, ar soudarded aet da anaon e-pad brezel Vietnam ha Republik ar Su Vietnam.

Lid gant ez-soudarded an ARVN e 2011, Orlando (Florida – SUA)

Bep bloaz e vez ul lid kañv gant repuidi Republik Su Vietnam hag enebourien ar renad komunour Vietnamian evito ez eo an 30 a viz ebrel an ebrel du