Search and Destroy

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Oberiadenn brezel Search and Destroy e My Tho, Vietnam. Ur bazenn Viet Cong o vezañ distrujet

An droienn saoznek "Search and destroy" pe "Seek and Destroy" ("Klask ha distruj") berraet S&D a zo un oberiadur brezel lakaet da dalvezout evit ar wech kentañ e-pad brezel Vietnam gant lu Amerika.

Pal un oberiadur brezel Search and Destroy a zo douarañ soudarded troadegiezh pe strolladoù begenn war un dachenn enebour, da glask ha da zistrujañ an enebour ar buanañ ar gwellañ ha da skampañ kuit. An diaz a zo bet savet adal ar brezel-kuzh pe guerilla hag a vez sevenet gant an hent enebiñ dezho.

Seurt oberiadurioù brezel a zo kaset da benn dreist-holl gant strolladoù bihan begenn ul lu gant armoù lijer ha danvez-tarzh doare TNT pe C-4. Ar strolladoù a vez fiñvet dre bisaskellioù pe dre stumm harz-lammerien.

Muioc'h-mui e vez gwelet oberiadurioù Search and Destroy oc'h implij mekanikoù-nij nemetken (bisaskellioù, kirri-nij ha dronoù).

Oberiadur brezel Search and Destroy Pershing bloavezh 1967 Vietnam

Skouerioù oberiadurioù Search and Destroy[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Karr-nij brezel Tornado GR4 o tagañ ur SCUD en Libia
Strollad begenn Navy SEALs o furchal ul lec'h gant dafar brezel Al Qaida e-kostez Zhawar Kili Afghanistan