Mont d’an endalc’had

Oberiadur-brezel Iskra

Eus Wikipedia
Oberiadur-brezel Iskra
oberiadur brezel, emgann
Rann eusSeziz Leningrad Kemmañ
Anvet diwarspark Kemmañ
StadRusia Kemmañ
Lec'hSant-Petersbourg Kemmañ
Daveennoù douaroniel59°54′0″N 31°4′3″E Kemmañ
Deiziad kregiñ12 Gen 1943 Kemmañ
Deiziad echuiñ30 Gen 1943 Kemmañ
Order of battleOrder of battle during Operation Iskra Kemmañ
Map
An talbenn e fin an oberiadur-brezel Iskra

Oberiadur-brezel Iskra (rusianeg: операция Искра, alamaneg: Zweite Ladoga-Schlacht) a oa bet un oberiadur milourel soviedel e-pad an Eil Brezel-bed war Talbenn ar Reter. Pal an oberiadur a oa lakaat fin da sez Leningrad gant ar Wehrmacht. Munudoù an oberiadur a oa kroget nebeut amzer goude faezhadenn an Argadenn Sinyavino. Koll an Alamanted en Emgann Stalingrad e fin ar bloavezh 1942 en devoa breskaet o zalbenn. E miz Genver 1943, an nerzhioù soviedel a oa o prientiñ argadennoù lies war an talbenn a-bezh, dreist-holl e su Rusia, Iskra a oa lodenn norzh an enep-argad goañv soviedel eus 1942–1943.

Difennerien Leningrad o argadiñ, poltred propaganda

An oberiadur a oa bet kaset da benn gant Talbenn Leningrad an Arme Ruz, Talbenn Volkhov, hag ar Flodad Baltek etre an 12 hag an 30 a viz Genver 1943. Ar pal a oa krouiñ un hent douar etrezek kêr Leningrad. An nerzhioù lu soviedat a oa kendeuzet d'an 18 a viz Genver, ha d'an 22 e oa stabilaet al linenn talbenn. An oberiadur-brezel a oa deuet a-benn da sevel ul linenn dezougen 8–10 kilometr. Ul linenn tren a voe savet buan ha buan evit degas pourvezioù e kêr e-plas tremen dre Hent ar vuhez (doroga zhizni) a dremene dre al lenn Ladoga pa oa skornet. Dre grouidigezh an hent-houarn e oa bet izelaet kalz chañsoù an Alamanted ha Finlandiz da aloubiñ Leningrad.

Talbennoù Leningrad ha Volkhov o kejañ

Ar Soviediz o devoa kollet 33 940 soudard lazhet ha 71 142 gloazet, an Alamanted 12 000 lazhet ha 32 570 gloazet.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]