Lenn Ladoga

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Lenn Ladoga
Laatokka Sortavalan edustalla.jpg

Riez Banniel Rusia Rusia
Douaroniezh
Gorread 17 870 km²
Hirder 219 km
Ledander 125 km
Aodoù 1 570 km
Uhelder 4,84 m
Donder
• Brasañ
• Keitad

230 m
46,9 m
Endalc'h 908 km3
Holenegezh 0,06 o/oo
Boullded 2,3 – 3,9 m
Douradurezh
Diazad 258 600 km²
Enkarg Svir, Volkhov, Vuoksi
Diskarg Neva
Inizi
Niver war-dro 660
Pennañ Valaam
Lec'hiadur
60° 50' 03" N – 31° 33' 10" R
Lake Ladoga location.jpg

Lenn Ladoga (Ладожское озеро e rusianeg, Laatokka e finneg, Luadogu e karelieg) a zo ul lenn dour dous e gwalarn Rusia nepell diouzh kêr Sankt-Peterbourg. Brasañ lenn Europa an hini eo (17 870 km²), an eil e Rusia goude Lenn Baikal, hag ar pemzekvet hini er bed.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E biz Sant-Petersbourg emañ, e Karelia, nepell diouzh harzoù Finland. Degemer a ra un tregont stêr bennak, en o zouez ar Svir, stêr diskarg Lenn Onega. An Neva eo he stêr diskarg dezhi, hag a dremen dre Sant-Petersbourg a-raok dinaou er Mor Baltek. Ouzhpenn c'hwec'h kant enez hag enezig he deus, hag ur gorread a 435 km². E-tal an aod gwalarn emañ ar peurviañ eus an inizi, en o zouez an inizi Valaam hollvrudet. Gwarezet int e-barzh Park broadel enezigoù al Ladoga abaoe 2017.

259000 km² eo he diazad doureier, ennañ tost da 50 000 lenn a-eilrenk ha 3 500 dourredenn ouzhpenn 10 km hed. Ouzhpenn 85 % eus dourioù Lenn Ladoga a zeu eus an teir fennstêr-mañ :

Al lodenn eus ar rouedad « Volga-Baltek » hag a dreug Moskov gant ar Mor Baltek ha Sant-Petersbourg eo.

Loened ha plant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Annezva un isspesad reunig kelc'hennek eo, reunig Ladoga (Pusa hispida ladogensis).

An aodoù norzh ha reter zo ur gelc'henn taiga grenn gant bodadoù gwez pruñs hag un dangoad bodoù lus, an aodoù su ha gwalarn zo ur gelc'henn taiga kreizteizat gant gwez pruñs met ivez tilh, skav-gwrac'h hag evlec'h, ha un dangoad a velchon-surig.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un tennad e oa eus an hent kenwerzh etre ar Vareged hag an Impalaeriezh Bizantion.

Savet e voe Manati Valaam war enezenn vrasañ enezeg Valaam (Valamo e finneg). Dilezet e voe etre 1611 ha 1715, ha ratreet er XVIIvet kantved. Skarzhet e voe e-pad Brezel ar Goañv e 1940, ha distreiñ a reas ar menec'h e 1989. Manatioù all a zo evel hini Konevets (fr) war un enezenn a-gichen ha Manati Alexandr Svirski (fr) hag a gendalc'h un nebeut skouerioù eus ar savouriezh grennamzerel moskovat.

Harzoù a dreuzas anezhi en Istor : etre Rusia ha Sveden etre 1617 ha 1721 hag gant Finland etre 1812 ha 1940.

An eil brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad Seziz Leningrad etre 1941 ha 1944 e voe Lenn Ladoga an diraez nemetañ d'ar gêr c'hronnet. Treuzdougenet e voe ar marc'hadourezhioù da Leningrad gant kirri-samm d'ar goañv pa oa skornet al lenn, ha gant bigi d'an hañv. « Hent ar vuhez » a oa graet eus an hent-se, daoust da ouzhpenn ur milion a dud a varvas gant an naon. War dourioù skornet al lenn e voe skarzhet eus kêr ouzhpenn ur milion a dud ha kaset d'ar gêr miliadoù a donennoù a vevañs e-pad 872 deiz ar seziz gant bagadoù Hitler. Goude ar brezel e voe kollet Karelia gant Finland ha skarzhet an Finlandiz kuit, lod anezho a chomas eno avat.

Ar skrivagner italian Curzio Malaparte en deus kontet en e levr Kaputt e 1943 istor « kezeg al Lenn Ladoga », kezeg ar ganolierezh soviedel trapet gant skornioù al lenn.


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.