Mont d’an endalc’had

OE Karatchay-Tcherkesia

Eus Wikipedia

Krouet e oa bet Oblast Emren Karatchay-Tcherkesia, enbarzhiet en Unaniezh Soviedel, d'an 12 a viz Genver 1922, evit an div bobl Tcherkes ha Karatchay.

Divodet e voe e 1926, ha savet daou oblast en e lec'h : an Oblast Emren Karatchay hag an Oblast Emrent Tcherkes. Lamet e voe an Oblast emren Karatchay e 1943, ha kaset ar bobl Karatchay d'an harlu e Kreiz Azia, abalamour m'o dije "kenlabouret" gant an Alamaned. E 1957 e voe aotreet da zistreiñ hag adsavet e voe an Oblast emren Karatchay-Tcherkes.