OE Karakalpak

Eus Wikipedia



Banniel OE Karakalpak

Krouet e oa bet Oblast Emren Karakalpak, enbarzhiet en Unaniezh Soviedel, d'an 19 a viz C'hwevrer 1925 pa oa bet disrannet diouzh RSSE Turkestan ha Republik Soviedel Poblel C'horezm an takadoù ma veve ar Garakalpaked enne.

Er penn-kentañ e voe lec'hiet e diabarzh RSSE Kazac'hia ma oa bet adlec'hiet adalek an 20 a viz Mezheven 1932, en ur zont da vezañ RSSE Karakalpak hag adalek ar 5 a viz Kerzu 1936 e oa bet enteuzet e RSS Ouzbekistan.