Mont d’an endalc’had

Ninon de l'Enclos

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ninon de Lenclos)
Ninon de Lenclos

Anne « Ninon » de l'Enclos, anavezet ivez evel Ninon de Lenclos, pe Ninon de Lanclos, ganet e 1620 e Pariz hag aet d'an Anaon e 1705 er memes kêr, a oa ur gourtizanez ha skrivagnerez c'hall.

Serc'h e voe d'ar c'hardinal Richelieu, Markiz Villarceaux, Loeiz II Bourbon, priñs Condé, François de La Rochefoucauld, da Henri de Sévigné ha d'e vab, ha da galz a dud all.

En he saloñs brudet, en ti niverenn 36 eus ar straed Tournelles e Pariz, e veze degemeret arzourien, skrivagnerien, noblañsed ha pennoù bras all evel Charles Perrault, Molière, Lully, Voltaire, ar skiantour izelvroat Christian Huygens.

Anne de Lenclos a voe lesanvet "Ninon" gant he zad, anezhañ un denjentil hag ul libertin anezhañ, eus lez Charles II d'Elbeuf, hag a rankas tec'hel eus bro-C'hall en 1632 goude kemeret perzh en un duvell, difennet groñs gant ar roue gall. Ur bugel donezonet kaer e oa gant al lud, hag a lenne Montaigne hag ar skrivagnerien glasel, kaset ha degaset gant he mamm, Marie-Barbe de la Marche, un devodez anezhi, d'ar saloñsoù ma skede evel ur steredenn. Klavisim a zeskas seniñ.

Mervel a reas he mamm e 1642, met ne gavas ket harp e-touez an itronezed uhel, ma'z eas da chom da di ur gourtizanez, Marion Delorme, a zeskas dezhi meur a dra.

  • Dorothy Parker
    • a skrivas ur varzhoneg anvet Ninon De L'Enclos On Her Last Birthday, "Ninon de l'Enclos d'he diwezhañ deiz-ha-bloaz" ;
    • a venegas anezhi en he barzhoneg Words Of Comfort To Be Scratched On A Mirror, "Gerioù frealziñ da vezañ skrabet war ur melezour", ma lenner : Ninon was ever the chatter of France, "Klakenn Bro-C'hall e veze Ninon bepred"[1],[2].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Émile Colombey, Ninon de Lenclos et sa cour, Adolphe Delahays, Paris,‎ 1858.
  • Roger Duchêne, Ninon de Lenclos ou la manière jolie de faire l'amour, Fayard,‎ 1984 et 1987 (ISBN 2213606633).
  • Martial Debriffe, Ninon de Lenclos - La belle insoumise, France-Empire,‎ 2002 (ISBN 2704809399).
  • Martine Amsili ([1]), Chez Ninon de Lenclos, Éditions de la Librairie théâtrale (2004), pezh-c'hoari.
  • Paul Gordeaux, Ninon de Lenclos, éditions Minerva Genève,1970, Les Amours Célèbres
  • Michel Vergé-Franceschi, Ninon de Lenclos, Libertine du Grand Siècle, Paris, Payot, 2014, 432 pajenn
  1. https://web.archive.org/web/20150906062501/http://m.poemhunter.com/poem/ninon-de-lenclos-on-her-last-birthday/
  2. http://allpoetry.com/Words-Of-Comfort-To-Be-Scratched-On-A-Mirror