Neville Chamberlain

Eus Wikipedia
Neville Chamberlain e 1923

Arthur Neville Chamberlain, ganet d'an 18 a viz Meurzh 1869 hag aet da Anaon d'an 9 a viz Du 1940, a oa ur politikour saoz. Ezel e oa eus ar strollad mirour ha bez e voe Kentañ Ministr ar Rouantelezh-Unanet etre an 28 a viz Mae 1937 hag an 10 a viz Mae 1940. Chamberlain a zo brudet evit e bolitikerezh etrebroadel, dreist-holl evit bezañ bet aozer Emglev München e 1938. Gant an emglev-se e oa bet roet da Alamagn an Trede Reich tiriad ar Sudetenland (lec'h ma oa alamanegerien) e Tchekoslovakia. En desped d'an emglev, pa voe aloubet Polonia gant Adolf Hitler e voe disklêriet ar brezel dezhañ gant ar Rouantelezh-Unanet d'an 3 a viz Gwengolo 1939. Neville Chamberlain a voe e penn Breizh-Veur e-pad 8 miz kentañ an Eil Brezel-bed.

1938 ar Münchener Abkommen (Emglev Munchen), Neville Chamberlain, Édouard Daladier, Adolf Hitler ha Mussolini.