Mont d’an endalc’had

Nerzhioù douar Rusia

Eus Wikipedia
Nerzhioù douar Rusia
Lu
Rann eusNerzhioù armet Rusia Kemmañ
Deiziad krouiñ7 Mae 1992 Kemmañ
StadRusia Kemmañ
Lec'hFrunzenskaya Embankment Kemmañ
Sez sokialMain Building of the Ministry of Defense Kemmañ
Raklec'hiet gantdouarlu URSS Kemmañ
Day in year for periodic occurrence1añ a viz Here Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://structure.mil.ru/structure/forces/ground.htm Kemmañ
Banniel (deskrivadur)Q4487998 Kemmañ
Sant paeronAlexander Nevsky Kemmañ
Commanded byOleg Saljukov Kemmañ

Tirlu Rusia pe Arme Rusia, a vez graet eus nerzhioù douar nerzhioù lu Rusia. Kefridioù pennañ nerzhioù douar Rusia a zo difenn harzoù ar vro; stourm war an douar, trec'hiñ an Nerzhioù lu enebour. Prezidant Rusia eo penn-uhel nerzhioù armet Kevredad Rusia. Penn-uhel nerzhioù tirlu Rusia eo penn an tirlu, choazet e vez gant prezidant Rusia. Lec'h pennañ douarlu Rusia a zo e Moskov.

Kefridioù pennañ nerzhioù douar Rusia a zo difenn harzoù ar vro, ar stourm war zouar, surentez an tiriadoù e-dalc'h, talañ ouzh unvezioù enebour. Nerzhioù an douarlu a rank bezañ kap da dizhañ ar palioù-se en ur brezel nukleel pe reoliek, dreist-holl en ur c'henaroud hep implij armoù distruj ramzel. ouzhpenn-se e rankont, bezañ galloudus a-walc'h evit gwareziñ interestoù broadel Rusia er vro pe en estren-vro hag hervez ar redioù etrebroadel.

Kefridioù diazez douarlu Rusia a zo:

  • Gourdonadur an unvezioù stourm, hervez urzhioù pennoù lu Kevredad Rusia.
  • Gwellaat urzhiadur an unvezioù, implij eus ar gwellañ an niver a soudarded hag a zo ezel, memes ar re arbennikaet (ru:Специальные войска, un termenadur implijet ledan evit ober eus servijoù stourm hag harpañ lies evel an ijinourien; unvezioù aroueziñ Rusia; servijoù kimiek; kefluskañ ha dezougen; unvezioù tren Rusia, hag unvezioù ar sevel hentoù)
  • Diorroadur kadoniezoù hag o lakaat da dalvezout
  • Diorroadur levrioù deskadurezh brezel, kadoniezhoù, ha metodologiezh brezel pe gourdoniñ ha teknikel
  • Diorroadur gourdoniñ brezel evit an nerzhioù douar
  • An unvezioù Spetsnaz GRU, ha darn an nerzhioù ispisial, a zo dindan urzhioù Renadur Penn ar sklêrijennañ (GRU), deuet da vezañ Renadur penn uhel al lu.

Gant ma oa an Unvaniezh Soviedel o vont da get, e oa bet strivet evit derc'hel nerzhioù lu URSS unvan a-benn servij Kenglad ar Stadoù Dizalc'h. Ministr an Difenn ziwezhañ eus an URSS, ar Marichal Yevgeny Shaposhnikov, a oa bet lakaet evel penn uhelañ nerzhioù difenn ar KSD e miz Kerzu 1991. E-touezh un toullad emglevioù sinet gant ar republikoù, evit degas an treuzkemm, e oa un emglev berrbad o sellet a-fed palioù an nerzhioù lu, sinet e Minsk d'ar 14 a viz C'hwevrer 1992. En desped da-se, pa oa deuet anat war-wel e oa Ukraina (ha marteze lod republikoù all) ar c'hoant da droc'hañ o nerzhioù lu evit sevel unan broadel, ar gouarnamant rusian en doa choazet sevel e nerzhio lu emren ivez.