Nena ha Polo,‏ Foeterlukined

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Nena ha Polo, Foeterlukined‏ a zo un abadenn c'hoariva savet a-ratozh-kaer evit ar vugale ha leurennet gant ar gomedianez ha telennerez vreizhat Tifenn Linéatte e 2015.

C'hoariet e vez ar pezhig-c'hoari — 40-45 munutenn e badelezh — gant Tifenn Linéatte hag he c'heneil Erwan Hemeury, a zo soner ivez, hag int-i izili eus ar strollad c'hoariva La Obra.

Diskouezet e oa bet Nena ha Polo,‏ Foeterlukined e Plounevez-Moedeg d'an 21 a viz Mae 2015 evit ar wech kentañ, un doare da drugarekaat ar gumun dregeriat eus ar sal he devoa asantet prestañ d'an daou zen yaouank da bleustriñ o gwalc'h. C'hoariet e voe ivez e Ti ar Yaouankiz hag ar Sevenadur (TYS) e Douarnenez, d'an 11 a viz Here 2015. E Karaez eo bet displeget, d'ar 24 a viz Here 2015, da-geñver Saloñs al Levrioù.

An danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nena ha Polo a zo daou furlukin hag a blij kenañ ar sirk dezhe. Un deiz, c'hoant gante da bleustriñ war o abadenn, ec'h en em rent kont an daou vignon e vank unan eus o bolotennoùigoù jañgliñ : biskoazh kemend-all ! Laeret eo bet, hep mar ! Ret groñs dezhe hec'h adkavout evit ma vo diskouezet o abadenn d'ar vugale. Dre heuliañ ar roudoù dilezet gant al laer war al leur ez aint da foetañ broioù iskis en ur ginnig d'an arvesterien yaouank rannañ o zaolioù-kaer...

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]