NecroVision (heuliad c'hoarioù video)

Eus Wikipedia
NecroVision
c'hoari video
Tachennfirst-person shooter Kemmañ
Ti-embann1C Company Kemmañ
Bro orinPolonia Kemmañ
Deiziad embann27 C'hwe 2009 Kemmañ
AmlederSteam, GOG.com, Humble Store Kemmañ
Review score52/100 Kemmañ
DiorroerThe Farm 51 Kemmañ
SavennMicrosoft Windows Kemmañ
Software engineHavok Kemmañ
C'hoariustedc'hoari video liesc'hoarier, C'hoari video unc'hoarier Kemmañ
Diaz embannoptical disc, embannadur niverel, pellkargañ niverel Kemmañ
Renkadur ESRBMature 17+ Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.necrovision-game.com/html Kemmañ

NecroVisioN zo ur c'hoari doare First-person shooter ha spont en ur bed kemet e-pad ar C'hentañ Brezel-bed. Bez eo ivez anv an heuliad c'hoarioù video. Savet eo bet gant ar studio c'hoario video polonat The Farm 51 hag embannet gant 505 Games. Embannet e oa bet ar c'hoari NecroVision war ar savenn Microsoft Windows d'an 20 a viz C'hwevrer 2009.


Er Stadoù-Unanet Amerika e oa bet embannet gant Aspyr Media d'ar 25 a viz Mae 2009, hag er C'hanada d'an 10 a viz Eost 2009. Ur c'hoari en e a-raok a zo bet savet ivez anvet NecroVisioN: Lost Company hag a voe embannet e miz C'hwevrer 2010.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

NecroVsion[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

NecroVisioN a dremen e 1916 e-pad ar C'hentañ Brezel-bed. Ar c'hoarier a zo an dudenn Simon Bukner, ur soudard stadunanat yaouank ezelet nebeut amzer 'zo el lu saoz. Ouzhpenn d'ar saoudarded alaman, Simon a n'em gav buan o stourm a-enep euzhviled dreistordinal, gant sunerien-gwad, zombied, speredoù fall. Stourmet e vez gant Simon e meur a dachenn vrezel eus ar C'hentañ Brezel-bed met ivez e labourvaioù kuzh ha mougevioù. Diaz an istor a dremeen e-pad Emgann ar Somme, kaoz a vez muioc'h-mui eus tud klañv, ar re-se a dro da zombied. Pelloc'h er c'hoari e vez kaset an dudenn e bed ar sunerien-gwad hag a-benn ar fin en Ifern.

Sonerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar ganaouenn Preliator gant Immediate Music a servij evit ar boss ziwezhañ. Orchard of Mines gant Globus a zo implijet evel kanaouenn klozañ ar c'hoari.

NecroVisioN: Lost Company[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur c'hoari en a-raok d'an hini diazez eo.