Nattergalen
Neuz
Nattergalen (An Eostig) zo ur gontadenn danek savet e 1843 gant Hans Christian Andersen diwar-benn un impalaer sinaat hag a gav gwell ur mekanik eget kan ur gwir eostig.
E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Troet e voe gant Roparz Hemon hag embannet e niverenn 106-107[1] eus ar gelaouenn Gwalarn e 1937 (Gwengolo-Here), An Eostig an titl anezhi, e-touez kontadennoù all renablet en dastumad MARVAILHOU ANDERSEN.
E 1950 e voe savet un droidigezh all — Daou eostig an impalaer — gant Paotr Treoure, hag a voe embannet e miz Here en niverenn 30[2] eus Kroaz Breiz.