Naginata
An naginata a zo un arm japanaat ur goaf anezhi. An arz gourenerezh a vez graet naginatajutsu anezhañ.
Implijet e oa an arm-se evit troc'hañ pavioù ar c'hezeg a-benn talañ ouzh o red-arsailh war an tachennoù emgann japanaat. An tu a oa ivez d'he implij a-enep an troadegouriezh evit difenn dezhe mont war-raok pe bountañ warno.
Goude ar bloavezh 1542 o welet an armoù-tan oc'h erruout war an tachennoù emgann e grog da vont war un implij raloc'h e toare ar sabrennoù.
Abaoe ar 17vet kantved ez eo an arm gourenerezh an implijetañ gant merc'hed bro Japan.

Istor an Naginata[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ganet ez eo an naginata e-kerzh mare Tengyō (938–947). Brasoc'h evit ur c'hleze, an naginata a oa dedennus dre ma roe an tu da dizhout an enebour en ur chom pell dioutañ. An naginata a vez un doare sabrenn lec'h ma vije bet ouzhpennet ur vazh hir dezhañ.
Ar sinoù japanaat o reiñ d'e anavezout a vez tu treiñ dre "sabrenn hir" .
Tro-dro d'an naginata[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Tomoe Gozen ar maouez samourai a stourme gant un naginata.
- Ikkaku Madarame un dudenn d'eus ar manga Bleach n'e implij nemet un arm naginata.