Mougev Fingal
Mougev Fingal | |
---|---|
Digor ar vougev, en aod Su Enez Stafa | |
Lec'hiadur | Earra-Ghaidheal agus Bòd |
Kavadenn | 1772 gant Sir Joseph Banks |
Douarouriezh | Red bazaltek eus ar Plioken |
Digoroù | 1 hepken |
Mentoù | • Donder : 85 m
• Uhelder : 20–23 m |
Mougev Fingal zo ur vougev vor anavezet evit he c'hlevidikted, lec'hiet en Enez Stafa e rannvro Na h-Eileanan a-staigh, e Bro-Skos. Ur Mirva Naturel Broadel (National Nature Reserve) eo, perc'hennet gant an aozadur Urras Nàiseanta na h-Alba (National Trust for Scotland)[1].
Leuniet e vez ar vougev pa vez lanv.
Diwar Fingal, haroz ar stirad barzhonegoù The Ossian Poems ("Barzhaz Oisean") embannet adalek 1760 gant ar barzh hag istorour skosat James Macpherson (1736-1796), e teu an anv[2].
An Uamh Bhin ("Ar Vougev Heson") e oa an anv gouezelek betek 1772, pa voe adanvet Fingal's Cave gant an naturelour ha louzawour saoz Joseph Banks (1743-1820) diwar haroz oberenn J. Macpherson.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mogerioù ar vougev en he fezh zo pileroù bazalt c'hwec'hkognek stummet diwar ur red lava c'hoarvezet er Plioken ha par d'an hini a stummas Chaoser ar Ramzed e Norzhiwerzhon[3]. En Enez Ulbha, nepell diouzh Enez Stafa, ez eus frammoù damheñvel ivez.
En tri lec'h-se e koazhas hag e faoutas gorre laez ha traoñ al lava kalet p'edo o yenaat en ur stummañ pileroù pevarc'hognek ; tamm-ha-tamm e troas ar pileroù da c'hwec'hkognek dre faoutoù a-skouer gant o gorre[4].
Tra ma kendalc'he al lava da yenaat e tonaas ar faoutoù war-du kreiz ar red, ar pezh a roas ar pileroù c'hwec'hkognek hir a weler hiziv. Stummoù damheñvel a weler er fank disec'het, abalamour d'ar sec'hor e-lec'h d'ar yenijenn[5].
Klann MacQuarrie a oa perc'henn war inizi Ulbha ha Stafa betek 1777.
-
Engravadur gant James Fittler e Scotia Depicta, 1804
-
Diavaez an digor
-
Diabarzh an digor(Enez Ì Chaluim Chille a weler er pelloù)
-
Pileroù bazalt ar vougev
En arzoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Staffa, Fingal's Cave J. M. W. Turner, 1832 Yale Center for British Art, New Haven, CT |
- Sonerezh
- Ar sonaozour alaman Felix Mendelssohn (1809–1847) a weladennas Fingal's Cave e 1829; ker hoalet e voe gant heklevioù ar vougev ma savas Die Hebriden (Op. 26, MVW P 7) e 1830 ; kempennet e voe e 1832 hag embannet bloaz goude. Kentañ gwech ma voe leurennet e voe d'ar 14 a viz Mae 1832 e Londrez, dindan ren F. Mendelssohn e-unan. Un dek munutenn bennak e pad ar pezh sonerezh-se.
- Ar strollad Pink Floyd a skrivas e 1969 ur pezh anvet Fingal's Cave evit ar film Zabriskie Point (Michelangelo Antonioni, 1970) ; ne voe ket implijet[6].
- Fingal's Cave zo ur pezh sonerezh (6'13") gant ar strollad skosat Wolfstone, 11vet ton o femvet albom, Seven (1999).
- Livouriezh
- Staffa, Fingal's Cave zo un eoullivadur gant Joseph M. W. Turner e 1832.
- Lennegezh
- Jules Verne a veneg mougev Fingal en e romantoù Voyage au centre de la Terre (1864), L'île mystérieuse (1875), ha Le rayon vert (1882).
- Sinema
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Haswell-Smith, Hamish : The Scottish Islands, Canongate Books Ltd., 2004 (ISBN 978-1-84195-454-7)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en)Fingal's Cave
- (en)Fingal's Cave
- (fr)Die Hebriden F. Mendelssohn
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) National Trust for Scotland
- ↑ Kement hag "an estrañjour melegan" e talvez "Fingal", a zo Fionnghall e gouezeleg ; gant J. Macpherson e voe goveliet an anv, diwar hini an haroz Fionn mac Cumhaill.
- ↑ (en) Bell, B. R. & Jolley, D. W. (1997) : Application of palynological data to the chronology of the Palaeogene lava fields of the British Province: implications for magmatic stratigraphy
- ↑ (en) Atilla, Aydin & Degraff, James M. (1988) : Evolution of Polygonal Fracture Patterns in Lava Flows, Science 29, Genver 1988, pp. 471-476.
- ↑ (en) Goehring, Lucas & Mahadevan, L. & Morris, Stephen W. (2009) : Nonequilibrium scale selection mechanism for columnar jointing.
- ↑ (en) Unreleased Pink Floyd material
- ↑ (en) When Eight Bells Toll - Fingals Cave, Staffa