Mont d’an endalc’had

Mouchouer

Eus Wikipedia
Poltred Bartolome Sureda y Miserol, eoullivadur gant Francisco Goya, 1803-1804. National Gallery of Art, Washington. Gwisket eo an den gant ur mouchouer-gouzoug
Ar pennaouerezed, gant Jean-François Millet (1814–1875), e 1857. Gwisket eo o fennoù gant pep a vouchouer.

Ur mouchouer zo ur pezh danvez, karrezek, ha dezhañ implijoù liesseurt hervez penaos e vez pleget.

Mouchouer-godell

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur mouchouer-godell zo graet evit lakaat er c'hodell.

  • darn zo graet evit lakaat er c'hodell-vruched,
  • darn evit torchañ ar fri.

Komzet e veze eus mouchouerioù brodet.

Mouchouer-gouzoug

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur mouchouer-gouzoug a zo graet evit bezañ lakaet e kerc'henn an dud. Kar eo d'ar skerb ha d'ar gravatenn.

Unan eus arouezioù ar skouted eo ar mouchouer lakaet e kerc'henn izili ar gevredigezh.

Mouchouer-penn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Audrey Hepburn e mouchouer, gant an italian Andrea Dotti.

Ur mouchouer, pe mouchouer-penn a vez graet ivez eus ur pennwisk a vez lakaet war ar penn. Douget e veze e broioù zo eus Kornogeuropa betek ar bloavezhioù 1960 da vihanañ.

E Breizh e veze douget gant maouezed o vont d'an iliz, rak ne oa ket dereat dezho bezañ diskabell, pe e blev evel ma veze lavaret, tra ma veze koefoù c'hoazh gant ar re goshoc'h, ha togoù gant ar re binvidikañ.

Diouzh ar c'hiz e oa, hag arouez giz Pariz e oa zoken. Ur mouchouer-penn anvet Flora a oa bet krouet gant ar gompagnunezh Gucci evit Grace Kelly en 1956. Douget e veze ivez gant tud brudet evel Audrey Hepburn, plac'h an togoù alies er filmoù koulskoude, Brigitte Bardot, ­Jackie Kennedy, Sophia Loren pe Marilyn Monroe.

E dibenn an XXvet kantved eo deuet ar c'hiz en-dro da Gornogeuropa, eus ar Reter Nesañ ar wech-mañ, ha kar eo d'an niqab.

Mouchouer seiz Casol, graet e Bro-C'hall.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]