Mouchig-Dall
Neuz
Mouchig-Dall a zo un abadenn skinwel e brezhoneg evit ar vugale skignet war France 3 abaoe 2003. Kinniget eo gant Goulwena an Henaff ha Riwal. Skignet eo bet an abadenn ziwezhañ d'an 20 a viz Even 2012, war-lerc'h diviz Frañs 3 Breizh lakaat un termen da grouadur abadennoù-nevez deus an heuliad[1].
Titouroù hollek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| titl = Mouchig-Dall | stil = Abadenn skinwel evit ar vugale | stumm = Sizhuniek | sevenner = Didier Boussard | kinniger(ez) = Goulwena an Henaff, Riwal | sonerezh = A.Bordelet | bro = Frañs | yezh = Brezhoneg | niver a goulzadoù = 9 | niver a rannoù = | lec'h tremen = Roazhon | padelezh = 23 minutenn dre vras
| chadenn = France 3 Breizh | mentrezh (skeudenn) = 16/9 | mentrezh (klevout) = Stéréo | skignadenn gentañ = e 2003 | skignadenn ziwezhañ = 20 a viz Even 2012 | sellerion = Bugale, Liespublik
| lec'hienn officiel = http://www.france3breizh.fr/mouchig-dall
Pennaenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Birvilh ha lusk a vez roet d'an abadenn gant daou dudenn : Goulwena ha Riwal. Etre daou sketch e vez skignet tresadennoù-bev, rimadelloù, pe c'hoazh sonennoù hag oberiañtizoù a bep-seurt kinniget gant bugale ar skolioù e brezhoneg.