Mont d’an endalc’had

Goulwena an Henaff

Eus Wikipedia
Goulwena an Henaff
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denGoulwena an Henaff Kemmañ
Anv-familhLe Hénaff Kemmañ
Deiziad ganedigezh1978 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLokorn Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetbrezhoneg Kemmañ
Michertalk show host, dub actor, aktour, filmaozer Kemmañ
Goulwena an Henaff e 2017
Goulwena an Henaff e-kerzh nozvezh Breizh e 2014

Goulwena an Henaff, bet ganet e Lokorn e 1978, zo un animatourez hag un aktourez vreton. Lusket he deus abadennoù brezhonek war France 3 evel Mouchig-dall, Te ha Me, ha Bali Breizh hiziv an deiz.Aktourez eo bet er sitcom Ken Tuch' ivez, ha kemeret he deus perzh evit sevel ar senario. Kinnig a ra ouzhpenn abadennoù dreist-ordinal, evel "Prizioù" France 3 ur wech an amzer.

Brezhonegerez a-vihanik eo hag e-touez skolidi gentañ Diwan Kemper e oa. Bet eo bet en hentad Diwan adal ar skol vihan betek an 3de klas dre ma ne oa ket eus ul lise Diwan c'hoazh d'ar mare-se ; kenderc'hel a reas ar skol en ul lise e Kemper. Goude-se, pa oa dedennet-bras gant ar yezhoù, e tapas un aotreegezh war ar brezhoneg hag un DEUG war ar spagnoleg.

Bez' ez eus bet graet un diellfilm war pastezerezh e dud e Lokorn. Respontet he deus da c'houlennoù ar gasourez ha setu penaos he doa kejet gant Fañch Broudig, a oa e penn an abadennoù skinwel brezhonek war Frañs 3. Oadet a 20 vloaz e oa pa'z eas dre e gemenn war hent ar c'hleweled. Lentik e oa met dibab a reas boulc'hañ gant an hent-se evit chom hep kaout keuz[1].

C'hoari a reas er sitcom Ken tuch' adalek 2008 ivez. Kenanimatourez ar "Cyber Fest-Noz" e voe ivez.

Embann he deus Goulwena an Henaff en doa ar brezhoneg roet lañs bras d'he hent ha d'he buhez micherel[1].

Saverez filmoù brezhonek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa voe ul lodenn vras eus he labour c'hoari sketchoù berr en doe roet harp da skrivañ o zestennoù, seul ma oar mat c'hoari gant ar yezh hag an taolioù-mouezh[2]. Klask a ra Goulwena an Henaff mont war du ar sevel-filmoù e brezhoneg war an temoù sokial. E 2021 he doe kaset a-benn sevel un diellfilm diwar-benn ur vaouez tizhet gant krign-bev ar bronn, Dañsal dindan ar glav, produet ha skignet gant Frañs 3.

Buhez prevez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'ouzer ket kalz traoù eus buhez prevez Goulwena an Henaff. D'an 8 a viz C'hwevrer 2013 e voe embannet el lec'hienn 7seizh e oa dougerez, ar pezh a lakaas Bernez Rouz da fuloriñ a-enep al lec'hienn(Daveoù a vank).

Ganedigezhioù :

Laouen-bras eo Goulwena an Henaff ha Youenn Chapalan o reiñ deoc’h da c’houzout eo bet ganet Arzel, breur Gwenn, d’ar 14 a viz Even e Kemper.

Al Liamm niv. 400, 2013, p. 106

Kavout a ren drastus ar fed o defe ul lodenn vat eus ar vugale pep a boellgomzer… Ar c'horf a chom stouet e-pad eurvezhioù, a-wechoù, a-fed daoulagad e ouezer n'eo ket un dra vat, a-fed darempred gant an dud, gant an endro eo ur gudenn ivez… Evidon, n'eo ket evel-se e vez desavet ur bugel… Pa 'z eus ur skramm gant ur bugel ez eus peoc'h gantañ, anat. Moarvat e vin gwelet even "réac", met re aes eo gwelout an traoù e-giz-se.[3]

.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Un emgav gant Goulwena an Henaff. E-barzh Ya!, n° 959, 24 a viz Here 2023.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1 2 (fr) Goulwena, kasourez skinwel : casting e-kreiz pep tra, Nadoz (diell, lennet d'an 23/05/2026)
  2. Figure de France 3 Bretagne, Goulwena An Henaff passe derrière la caméra. E-barzh Ouest-France, 25 Ebrel 2021.
  3. Un emgav gant Goulwena an Henaff. E-barzh Ya!, n° 959, 24 a viz Here 2023.
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.