Mont d’an endalc’had

Moskeenn veur al-Nouri

Eus Wikipedia
Moskeenn veur al-Nouri e 1932.

Moskeenn veur al-Nouri (Arabeg : جامع النوري‎‎ Jāmiʿ an-Nūrī) a oa ur voskeenn e kêr Vosoul, en Irak. Brudet e oa en abeg d'he minared stouet, en devoa degaset d'ar savadur al lesanv "an tort" (الحدباء al-Ḥadbāˈ). Hervez an hengoun e vez disklêriet e oa bet savet ar voskeenn e fin an XIIvet kantved. En giwrionez dre urzh Nur ad-Din e voe kroget al labourioù e 1172 met peurechuet e voe goustadik gant an amzer o redek ha war un hir dermen. Chomet hep bezañ distrujet e-pad 850 vloaz en desped d'an emgannoù tro-war-dro, ar voskeenn a voe tarzhet d'an 21 a viz Even 2017, e-pad Emgann Mosoul. War e seblant e vefe bet distrujet gant izili ar Stad Islamek.

Ar voskeenn a oa ar savadur uhelañ er gêr kozh, al lodenn goshañ eus kêr Vosoul.

Stad Islamek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er voskeenn e voe dalc'het prezegenn diazezañ ar Stad Islamek gant Abu Bakr al-Baghdadi.