Abu Bakr al-Baghdadi
Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Ba'athist Iraq, statelessness ![]() |
Lealded | Al-Qaida, Stad Islamour ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | أبو بكر البغدادي ![]() |
Anv ganedigezh | إبراهيم عواد إبراهيم علي البدري السامرائي ![]() |
Anv-bihan | Ibrahim ![]() |
Anv-familh | Al-Badri ![]() |
Deiziad ganedigezh | 28 Gou 1971 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Samarra ![]() |
Deiziad ar marv | 27 Her 2019 ![]() |
Lec'h ar marv | Barisha ![]() |
Doare mervel | emlazh ![]() |
Abeg ar marv | gwalldaol emlazh gant ur bombezenn ![]() |
Yezh vamm | arabeg ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | arabeg ![]() |
Place of detention | Camp Bucca ![]() |
Micher | imam, penn brezel, rapist, condottiero, sponter ![]() |
Karg | kalif ar Stad Islamek ![]() |
Bet war ar studi e | University of Baghdad ![]() |
Deroù ar prantad labour | 2003 ![]() |
Dibenn ar prantad labour | 2019 ![]() |
Strollad politikel | Stad Islamour ![]() |
Relijion | Islam ![]() |
Liv ar blev | blev du ![]() |
Kleñved | paralysis ![]() |
Grad milourel | Amir ![]() |
Brezel | Brezel diabarzh Siria, brezel diabarzh Irak (2014-2017) ![]() |
Skour lu | military of the Islamic State ![]() |
Luskad | Salafi jihadism ![]() |
Ezel eus | Islamic State of Iraq, Stad Islamour ![]() |
Erlec'hiañ a ra | Abu Omar al-Baghdadi ![]() |
Darvoud-alc'hwez | Death of Abu Bakr al-Baghdadi ![]() |
Kunya | Abu Bakr ![]() |

Abou Bakr al-Baghdadi (Arabeg:أبو بكر البغدادي), pe Ibrahim Awad Ibrahim al-Badri (Arabeg:إبراهيم عواد إبراهيم علي محمد البدري السامرائي) e anv gwir, ganet d'an 28 a viz Gouhere 1971, a zo e penn aozadur ar Stad Islamek hag en em ziskleriet e oa Kalif. Lesanvet eo an tasmant[1].
D'ar 4 a viz Here 2011, ar gouarnamant amerikan a ouzhpennas al-Baghdadi war listenn ar sponterien klasket war o lerc'h ar muiañ gant ur sammad a US$10 milion evit pep keloù a c'hellfe degas e harz pe e varv. N'eus nemet penn al-Qaeda, Ayman al-Zawahiri, o kaout ur sammad arc'hant uheloc'h evit e harz pe e varv US$25 milion. Gouarnamant SUA a ziskler eo kiriek al-Baghdadi da skraperezh mac'hiaded, lakaat da sklav, palforzhañ ha muntrañ ur geodedourez amerikan a voe lazhet war-lerc'h. Meur a wech eo bet diskleriet e oa bet lazhet pe d'an nebeutañ gloazet-bras met betek-henn n'eo ket bet prouet anat. Marvet eo emlazhet e-kerzh an Oberiadur-brezel Kayla Mueller d'ar 27 a viz Here 2019, pa lakas da darzhañ ur gouriz-tarz a-raok bezañ prizoniet gant nerzhioù ispisial SUA.
Marv, gloazet don pe harzet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a wech eo bet embannet e oa bet lazhet, gloazet don pe prizoniet penn ar Stad Islamek. En gwirionez betek e varv e 2019 ne oa ket bet gwir.
- 23 a viz Eost 2018: Al-Furqan, ur media eus ar stad Islamek, a embanne un enroladenn aodio eus ar c'halif al-Baghdadi evit vakañsoù muzulman an Eid al-Adha (gouel an aberzh). En enroladenn-se e vez klevet penn an aozadur, Abu Bakr al-Baghdadi, ar pezh a ziskoueze ne oa ket marvet nag harzet.
