Mora (yezhoniezh)
Er yezhoniezh e vez implijet an termen mora (saoz.: mora, diwar al latin "dale") war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus un unanenn son hag a dalvez evit termeniñ ar pouez silabennek, a dalvez d'e dro da dermeniñ lec'h a taol-mouezh pe an mentadur e yezhoù zo.
Brudet eo ar japaneg dre ar fed ma'z eo kalz pouezusoc'h e-keñver framm ar yezh ar moraoù evit ar silabennoù. Da skouer, pa vez savet un haiku e reer e gwirionez hervez an niver a moraoù (anvet 音字 onji e japaneg) e pep ger (5 - 7 - 5) ha n'eo ket diouzh an niver a silabennoù evel ma kreder alies.
Evit kompren an diforc'h etre an daou gael e c'heller sellet ouzh ar ger 日本 Nippon ("Japan"), ennañ div silabenn met pevar mora hervez reolennoù ar japeneg, da lâret eo ni-p-po-n.
Dre vras e c'heller dielfennañ ur mora evel-hen:
- Penn ar silabenn (saoz. syllable onset), da lâret eo ar c'hensonenn(où), ne dalvez ket da vora;
- Kraoñell ar silabenn (saoz. syllable nucleus) a dalvez ur mora pa vez ennañ ur vogalenn pe ur gensonenn silabennek berr ha daou vora pa vez ennañ ur vogalenn pe ur gensonenn silabennek hir pe c'hoazh un diftongenn;
- Lost ar silabenn (saoz. coda) a c'hell talvezout ur mora e yezhoù zo, evel da skouer ar japaneg, pe mora ebet, evel da skouer en iwerzhoneg.
Peurliesañ e reer silabenn skañv ouzh ur silabenn enni ur mora nemetken ha silabenn pounner eus ur silabenn enni daou vora. E yezhoù zo e kaver ivez silabennoù enne tri mora, anvet "pluti", ma reer silabennoù dreistpounner anezhe. Krediñ a reer n'eus yezh ebet a ra gant silebannoù enne muioc'h evit tri mora.