Mont d’an endalc’had

Pluti

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen pluti, plouti hervez reolennoù reizhskrivañ ar brezhoneg (saoz.: pluti, diwar ar sañskriteg प्लुति [pluti] "hiraedenn ur vogalenn") evit komz eus ur vogalenn dreist-hir e sañskriteg.

Peurliesañ e vez merket seurt vogalennoù gant an niverenn tri pa vezont treuzskrivet gant al lizherenneg latin evit diskouez e talvezont da dri mora pep hini, da skouer ā3, ī3, ū3, ṝ3, ḹ3.

Gwelit ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]