Mont d’an endalc’had

Kraoñell ar silabenn

Eus Wikipedia
Skouerioù
Ger Kraoñell
mat [mat] [a]
bed [be:d] [e:]
ki [ki:] [i:]
kaer ['kaɛr] (rannyezhoù 'zo) ['aɛɪ]

Er yezhoniezh e vez implijet an termen kraoñell ar silabenn (saoz.: syllable nucleus pe peak ("krec'h")) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus elfenn greiz ur silabenn, peurliesañ ur vogalenn pe un diftongenn, evel e brezhoneg, pe c'hoazh un driftongenn hag alies a-walc'h ivez ur gensonenn silabennek, evel da skouer e meur a yezh slavek.

Ur silabenn enni ur vogalenn verr da graoñell a vez graet "skañv" outi keit ha ma reer "pounner" eus silabennoù gante da graoñell vogalennoù hir, diftongennoù pe triftongennoù.

Ouzhpenn ar graoñell ret e pep silabenn e c'hell ur silabenn kregiñ gant un elfenn all anvet ar "penn" ha gallout a ra achuiñ ivez gant un elfenn all anvet al "lost", daoust ha ma n'eo ket ret nag ur penn nag ul lost evit sevel ur silabenn atav.

Graet e vez "klotennad" eus kraoñell ar silabenn mui al lost mar bez anezhañ.