Mor Beaufort

Eus Wikipedia
Mor Beaufort

Mor Beaufort (Beaufort Sea e saozneg) zo ul lodenn eus Meurvor Arktika, en hanternoz da Yukon ha Tiriadoù ar Gwalarn, e Kanada, hag Alaska, hag er c’hornôg da enezeg hanternoz Kanada (Enez Banks hag inizi all). Lakaat a reer bevenn ar mor-se, er gwalarn, war ul linenn a dap eus Point Barrow, en Alaska, da Lands End, en Enez ar Priñs Patrick. En em ledañ a ra war 450 000 km² pe war-dro. Anvet e voe evel-se en enor d’an amiral iwerzhonat Francis Beaufort (an den en deus ijinet ar skeuliad Beaufort).

Ennañ en em daol ar stêr Mackenzie ha meur a stêr all, bihanoc’h. Ne dremen ket nemeur a listri drezañ, abalamour ma vez skornet da vat e-pad an darn vrasañ eus ar bloavezh. Bez’ eo ul lec’h-annez priziet gant ar balumed hag an evned-mor.

Ar vorskorneg e Mor Beaufort

E strad Mor Beaufort e kreder e vefe gweleadoù bras a direoul, evel ma’z eus en aber ar stêr Mackenzie ha war aod Alaska. E 1986 e oa bet lakaet al leur direoul gentañ da vont en-dro. En amzer da zont e c’hallfe an danvez-se bezañ korvoet muioc'h hag aesoc’h ma teuz ar vorskorneg abalamour da dommadur an hin. Abalamour da se ez eus bec’h etre Kanada hag Stadoù Unanet Amerika bremañ da c’houzout pelec’h resis emañ ar vevenn war vor etre an div vro.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.