Mont d’an endalc’had

Skeuliad Beaufort

Eus Wikipedia

Skeuliad Beaufort nerzh an avel, ent-berr Skeuliad Beaufort pe Skeul Beaufort, a dalvez da gementadiñ nerzh an avel. Trizek derez zo enni, eus 0 da 12. Ijinet e oa bet gant an amiral saoz Francis Beaufort (1774-1857) – distaget /ˈbəʊfərt/ e saozneg – er bloaz 1805.

An derezioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
NerzhTermenTizh e skoulmoùTizh e km/hStad ar morEfedoù war an douar
0Kalm[1]0-10-1Mor evel ur melezour
Gwagennoù 0 m
Moged o sevel eeunSkeuliad Beaufort, nerzh 0
1Lizennig1 da 31 da 5Mor o rizenniñ
Gwagennoù 0 - 0,2 m
Moged o vont tu pe du. Ne dro ket ar gwiblennoù.Skeuliad Beaufort, nerzh 1
2Aezhennig4 da 66 da 11Gwagennoùigoù berr 0,2 - 0,5 mDelioù o fiñval.Skeuliad Beaufort, nerzh 2
3Avelig7 da 1012 da 19Gwagennoù bihan 0,5 - 1 mNijal a ra ar bannieloù. Skourroùigoù o fiñval.Skeuliad Beaufort, nerzh 3
4Avel vat11 da 1620 da 28Gwagennoù o kreskiñ, 1 - 2 mPoultr o sevel.Skeuliad Beaufort, nerzh 4
5Avel yac'h17 da 2129 da 38Koummoù niverusGwez bihan o hejañ.Skeuliad Beaufort, nerzh 5
6Avel greñv22 da 2739 da 49Koummoù uhel 3 - 4 m, fruSkourroù bras o hejañ.Skeuliad Beaufort, nerzh 6
7Gwall avel28 da 3350 da 61Koummoù uhel 4 - 4,5 mGwez o hejañ.Skeuliad Beaufort, nerzh 7
8Barr amzer34 da 4062 da 74Koummoù 5,5 - 7,5 mSkourroù torret.Skeuliad Beaufort, nerzh 8
9Gwall amzer41 da 4775 da 88Koummoù 7 - 10 m ; ne weler ket mat gant ar fruMaen glas, traoù torret.Skeuliad Beaufort, nerzh 9
10Tourmant48 da 5589 da 102Koummoù 9 - 12,5 mGwez diskaret, traoù drailhet.Skeuliad Beaufort, nerzh 10
11Follentez56 da 63103 da 117Mor eonek holl, koummoù 11,5 - 16 mDismantr.Skeuliad Beaufort, nerzh 11
12Avel diroll pe Korventenn64 ha +118 ha +Koummoù ≥ 14 m ; fru a-leizh, mor eonek, ne weler ket sklaerDismantr bras.Skeuliad Beaufort, nerzh 12

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Fichenn Nerzh an Avel embannet gant Skol Ober.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Fichenn an avelioù savet gant Skol Ober, adkemeret e-barzh L. Andouard Brezhoneg ar Mor, Mouladurioù Hor Yezh, 1983, p. 128; Geriadur brezhoneg An Here p. 668a.