Model 1832 foot artillery sword
Ar Model 1832 foot artillery sword ("Kleze kanolierezh war droad doare 1832") a oa ur c'hleze 64 cm a hirder e lavnenn daou du hag e feur e lêr.
Ar c'hleze, U.S. Model 1832 foot artillery short-sword e anv klok, a zo savet gant un dornell 15 cm solut-tre hag ur groaz 10 cm. Al lavnenn eo 48 cm e hirder dre vras. Ar stumm-se e voe an hini kentañ kevrataet gant an US Army d'an embregerezh sevel armoù Ames Manufacturing Company eus Springfield, Massachusetts. Adalek 1832 e voe kenderc'het.
Bloavezhioù goude e voe savet ha dafaret gant an embregerezh W.H. Horstmann & Sons eus Philadelphia, Pennsylvania. Eil arm ar soudarded e oa pa voe lakaet da zafar rejimantoù reizh kanolieriezh war-droad an US Army ma voe omplijet betek 1872. Implijet e veze ivez gant serjanted ha sonerien rejimantoù an droadegiezh etre 1832 ha 1840. Dre ma veze gourdonet darn eus rejimantoù ar c'hanolierezh evel re an droadegiezh e oa anat e vije an hevelep armoù ganto.
Ar Model 1832 en doa kemeret plas ar c'hleze koshoc'h Starr Pattern a veze implijet er bloavezhioù 1820. Tresoù ar c'hleze hag e bouez hollek n'e lakaent ket da vezañ un arm efedus evit un emgann ; krediñ a reer e veze implijet muioc'h e lies doareoù gant soudarded ar c'hanolierezh, evit naetaat ar broustoù kanol pe c'hoazh troc'hañ koad. Implijet e oa bet gant efedusted evit digeriñ hentoù e gwernioù Florida e-pad an Eil brezel Seminole. Ar brezel-se e voe ar mare ma oa dafaret gant ar c'hleze serjanted an troadegiezh, ar sonerien taboulinoù hag ar sonerien pif. Ur brouenn eus ar fed-se a gaver dre al lesanv roet d'ar c'hleze aotreet da vezañ savet hag implijet gant ar C'hallaoued : coupe choux a reant anezhañ. Ar c'hlezeier diwezhañ da vezañ produet dre kevrat a voe echuet e 1862, met dre ma chome reoù er mirvaioù dafar milourel e voe kendalc'het da zafariñ soudarded ganto betek degadoù a vloavezhioù goude.
Tresoù ar c'hleze a oa bet diazezet war reoù ar c'hleze berr d'an troadegiezh c'hall doare 1816, ha gant nebeut a gemmoù e voe adsavet gant Stadoù-Unanet Amerika e 1831. Ar c'hleze gall a oa bet diazezet war ar gladius roman, kleze diazez lejionerien an Impalaeriezh Roman.