Gladius
Neuz
Ar gladius (latin : [ˈɡɫad̪iʊs̠]), pe kleze roman, zo ur c'hleze hag a veze implijet gant soudarded war droad armeoù Henroma. Damheñvel e oa ouzh an hini a veze fardet en Henc'hres, a veze graet xiphos anezhañ.
Adal an IIIe kantved kt JK e veze implijet gant ar Romaned ur c'hleze hag a zeue eus ar re krouet gant ar Geltiberidi en Hispania, e fin ar brezelioù punek (264-146 kent JK), anvet gladius hispaniensis e latin, pe "kleze hispaniat"[1].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Penrose, Jane (2008). Rome and Her Enemies: An Empire Created and Destroyed by War. Osprey Publishing. 121–122 p. ISBN 978-1-84603-336-0.