Missing (film, 1982)
Missing (Aet da get e brezhoneg) zo ur film saoznek, sevenet gant ar filmaozer gall-gresian Costa-Gavras e 1981.
Eizhvet film hir Costa-Gavras eo Missing, deuet e-maez da-heul Clair de femme (1979) hag a-raok Hanna K. (1983). Diazezet eo war istor gwir ar c'hazetenner stadunanat Charles Horman (1942-1973), aet da get da-heul darvoudoù gwadek Taol-stad Gwengolo 1973 e Chile kaset da benn gant ar jeneral Augusto Pinochet ouzh gouarnamant Salvador Allende.
E penn e vro e oa an diktatour chilean c'hoazh pa voe kroget gant ar film, ken kizidik an danvez anezhañ ma voe divizet e dreiñ e Mec'hiko dre guzh. Nathaniel Davis, bet kannadour Stadoù-Unanet Amerika e Chile (1971-1973), a savas klemm ouzh Costa-Gavras hag Universal Pictures evit gwallvruderezh : ne zalc'has al lez-varn karg ebet en o enep avat.
Kement-se ne viras ket ouzh Missing a vezañ gopret e Canas (Bro-C'hall) e 1982 : al Lore Aour evit ar film (a-gevret gant Yol gant Serif Gören ha Yilmaz Güney) ha Priz ar gwellañ aktour evit Jack Lemmon. E 1983 e voe paket an Academy Award for Best Adapted Screenplay (Oscar evit ar gwellañ senario azasaet) gant Costas-Gavras ha Donald E. Stewart ivez.
Fichenn deknikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Doare : Drama, Istorel
- Skoazellerien-sevener : Elie Cohn, Jesús Marín hag Anna Roth,
- Senario : Costa-Gavras ha Donald E. Stewart, azasaet diwar al levr The Execution of Charles Horman: An American Sacrifice (1978) gant Thomas Hauser,
- Kevredadoù produiñ : PolyGram Filmed Entertainment hag Universal Pictures,
- Produourien : Edward ha Mildred Lewis,
- Kevredad dasparzhañ : Universal Pictures,
- Rener ar skeudenniñ : Ricardo Aronovich,
- Ijinourien ar son : Daniel Brisseau ha José Antonio García,
- Aozer ar sonerezh orin : Vangelis,
- Kinklourien : Peter Jamison ha Linda Spheeris,
- Dilhataer : Joe I. Tompkins,
- Farder : Mark Reedall,
- Perukennerezed : Esperanza Gomez ha Bette Iverson,
- Skriptourez : Sylvette Baudrot,
- Frammerez : Françoise Bonnot,
- Prantad filmañ :,
- Lec'hioù filmañ : Acapulco de Juárez (Guerrero) ha Mec'hiko (Mec'hiko),
- Deiziad dont e-maez : 12 a viz C'hwevrer ha 12 a viz Meurzh 1982 ( Stadoù-Unanet),
- Padelezh : 122'.
An danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar gomedianed pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jack Lemmon : Ed Horman (?-1993),
- Sissy Spacek : Beth Horman (o terc'hel perzh Joyce Horman (1944-)),
- Melanie Mayron : Terry Simon,
- John Shea : Charles Horman,
- Charles Cioffi : ar c'habiten Ray Tower,
- David Clennon : an aotrou koñsul Phil Putnam,
- Richard Bradford : Andrew Babcock,
- Ward Costello : ar c'hendalc'had,
- John Doolittle : David McGeary,
- Joe Regalbuto : Frank Terruggi (1949–1973),
- Janice Rule : Kate Newman,
- Jerry Hardin : ar c'horonal Sean Patrick,
- Richard Venture : kannadour ar Stadoù-Unanet Amerika,
- Tina Romero : Maria,
- Hansford Rowe : ar senedour,
- Martin Lasalle : Paris,
- Jorge Russek : Espinoza,
- Terry Nelson : ar c'horonal Clay,
- Keith Szarabajka : David Holloway.