Mikhail Feofanovich Potapov
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
Lealded | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
Anv e yezh-vamm an den | Михаи́л Феофа́нович Пота́пов |
Anv-bihan | Mic'hail |
Anv-familh | Потапов |
Deiziad ganedigezh | 23 Gen 1921 |
Lec'h ganedigezh | Dubovsky District |
Deiziad ar marv | 8 Gou 1943 |
Lec'h ar marv | Ponyrovsky District |
Lec'h douaridigezh | Ponyrovsky District |
Micher | milour |
Strollad politikel | Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel |
Grad milourel | kabiten |
Brezel | Talbenn ar Reter, Eil Brezel-bed |
Skour lu | Lu Ruz |
Prizioù resevet | Order of Lenin, Order of the Red Banner, Haroz an Unvaniezh Soviedel, Medal "For Courage", Medal "For the Defence of Stalingrad" |
Mikhail Feofanovich Potapov (rusianeg: Михаи́л Феофа́нович Пота́пов), ganet d'an 23 a viz Genver 1921 hag aet da Anaon d'an 8 a viz Gouhere 1943, a oa ur c'habiten kanolierezh ha komandant kanolierezh enep-tankoù eus al Lu Ruz. Bet e oa ezel eus ar rejimant 1188 enep-tankoù eus an 13vet brigadenn kanaolierezh enep-tankoù eus an Eil armead tankoù. Kanol Potapov en doa distrujet dek tank alaman nepell diouzh ti-gar Ponyri e-kerzh Emgann Koursk.
Ar c'habiten Potapov a voe lazhet e-pad an emgann d'an 8 a viz Gouhere 1943. 22 vloaz e oa ha bet e oa soudard el Lu Ruz abaoe 1938.
Servijet en devoa evel ofiser kanolierezh goude bezañ bet skoliataet e Skol Kanolierezh Moskov betek 1940. E-doug e vare soudard e voe enoret gant Urzh ar banniel Ruz hag enorioù uhel all.
Enoret e voe goude e varv evel Haroz eus an Unvaniezh Soviedel ha gant Medalenn aour Urzh Lenin d'ar 7 a viz Eost 1943.