Mikhail Feofanovich Potapov
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
| Lealded | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
| Anv e yezh-vamm an den | Михаи́л Феофа́нович Пота́пов |
| Anv-bihan | Mic'hail |
| Anv-familh | Потапов |
| Deiziad ganedigezh | 23 Genver 1921 |
| Lec'h ganedigezh | Dubovsky District |
| Deiziad ar marv | 8 Gouere 1943 |
| Lec'h ar marv | Ponyrovsky District |
| Lec'h douaridigezh | Ponyrovsky District |
| Micher | milour |
| Strollad politikel | Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel |
| Grad milourel | kabiten |
| Brezel | Talbenn ar Reter, Eil Brezel-bed |
| Skour lu | Lu Ruz |
| Prizioù resevet | Order of Lenin, Urzh ar Banniel Ruz, Haroz an Unvaniezh Soviedel, Medal "For Courage", Medal "For the Defence of Stalingrad" |
Mikhail Feofanovich Potapov (rusianeg: Михаи́л Феофа́нович Пота́пов), ganet d'an 23 a viz Genver 1921 hag aet da Anaon d'an 8 a viz Gouhere 1943, a oa ur c'habiten kanolierezh ha komandant kanolierezh eneptankoù eus al Lu Ruz. Bet e oa ezel eus ar rejimant 1188 eneptankoù eus an 13vet brigadenn kanolierezh eneptankoù eus an Eil armead tankoù. Kanol Potapov en doa distrujet dek tank alaman nepell diouzh ti-gar Ponyri e-kerzh Emgann Koursk.
Ar c'habiten Potapov a voe lazhet e-pad an emgann d'an 8 a viz Gouhere 1943. 22 vloaz e oa ha bet e oa soudard el Lu Ruz abaoe 1938.
Servijet en devoa evel ofiser kanolierezh goude bezañ bet skoliataet e Skol Kanolierezh Moskov betek 1940. E-doug e vare soudard e voe enoret gant Urzh ar Banniel Ruz hag enorioù uhel all.
Enoret e voe goude e varv evel Haroz eus an Unvaniezh Soviedel ha gant Medalenn aour Urzh Lenin d'ar 7 a viz Eost 1943.