Miguel Iañ Portugal
Miguel Iañ, ganet e Lisboa e 1802 ha marvet en Karlsruhe en Alamagn e 1866, pe Miguel Primeiro de Portugal y Borbón, pe (en e hed) Miguel Maria do Patrocínio João Carlos Francisco de Assis Xavier de Paula Pedro de Alcântara António Rafael Gabriel Joaquim José Gonzaga Evaristo de Bragança e Bourbon, lesanvet «el Tradicionalista» , a oa roue Portugal.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eil mab ar roue João VI ha Carlota Spagn e oa. Dre e zeskadurezh e oa katolik ha mirour touet. Gant se e oa gwelet fall gant bourc'hizien ar vro, digor d'ar frankizouriezh. Plijout a rae d'ar bobl avat. Goude ar brezelioù ouzh Spagn ha Gall e oa an dienez o ren er vro, ma c'hortozed ur roue kreñv da saveteiñ ar rouantelezh.
En 1826 e teuas e vreur henañ Pedro da vezañ roue Portugal evel Pedro IV, pa oa Impalaer Brazil DIJA abaoe 1822. O c'hoar Isabel Maria de Bragança, rejantez Portugal a roas ar rouantelezh d'he merc'h Maria da Gloria, en 1826. Honnezh ne oa nemet 7 vloaz, pa voe anvet da rouanez evel Maria II, ha prometet e oa he dorn d'hec'h eontr Miguel, evit mirout ouzh tabut en tiegezh, hag anvet da roue kenseurt.
Roue e voe Miguel entre 1828 ha 1834 e-pad Brezel diabarzh Portugal.
Miguel ne oa ket da vezañ roue Portugal, met e vreur henañ, ar priñs Pedro de Braganza, a zilezas ar gurunenn da vont da embann dizalc'hted Brazil, a voe disrannet diouzh Portugal en 1822.
Harlu
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Repu a gavas en Aostria. Eno en devoa an titl a z-dug Bragança, hag e 1851 ec'h euredas da Adelheid von Löwenstein-Wertheim-Rosenberg. Ur mab ha c'hwec'h merc'h o devoe. Savet e voent en un doare katolik ha deol, ha dimeziñ a reas e verc'hed da dud ken deol all.
E vugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Miguel Iañ en devoe ivez ur verc'h ha n'ouzer ket piv e oa he mamm:
Anv | Deiz ma oa ganet | Deiz ma oa marvet | Pried(où) | |
---|---|---|---|---|
Infantez Maria Assunção de Bragança | 1831 | 1910 | N/D | |
Infantez Maria de Jesus de Bragança | 1834 | N/D | Dimezet e 1873, da Tomás José Fletcher de Melo Homem | |
Maria das Neves de Bragança | 1852 | 1941 | Dimezet e 1871, d'an infant Alfonso Spagn, mab d'an danvez-roue Juan Bourbon. | |
Miguel Januário de Bragança | 1853 | 1927 | Dimezet div wech : e 1877 d'ar briñsez Isabel von Thurn und Taxis, hag e 1893 d'ar briñsez Maria Teresa von Löwenstein-Wertheim-Rosenberg. | |
Maria Teresa de Bragança | 1855 | 1944 | Dimezet e 1873, d'an arc'hdug Karl Ludwig von Österreich. | |
Maria José de Bragança | 1857 | 1943 | Dimezet e 1874, da Karl Teodor dug Bavaria. | |
Aldegundes de Bragança | 1858 | 1956 | Dimezet e 1876, da Henrique de Bourbon-Parma, kont Bardi. | |
Maria Ana de Bragança | 1861 | 1942 | Dimezet e 1893, d'an dug-meur Gwilherm IV Luksembourg. | |
Maria Antónia de Bragança | 1862 | 1959 | Dimezet e 1884, d'an dug Roberto Iañ , dug Parma. |