Karl Ludwig Aostria
Neuz
(Adkaset eus Karl Ludwig von Österreich)
Karl Ludwig Joseph Maria Aostria, ganet e 1833 e kastell Schönbrunn ha marvet eno ivez e 1896, a oa arc'hdug Aostria, breur da Franz Joseph Iañ, Impalaer Aostria.
Dimezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teir gwech e timezas:
- da Margarete Saks (1840-1858), marvet da 18 vloaz ; bugel ebet n'he doe;
- da Maria Annunziata Bourbon-Sikilia (1843-1871), dek vloaz yaouankoc'h egetañ ; pevar bugel he doe;
- da Maria Teresa Bragança (1855-1944), daou vloaz warn-ugent yaouankoc'h egetañ; div verc'h he doe.
Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Digant e bried kentañ n'en doe bugel ebet.
Digant Maria Annunziata di Borbone-Due Sicilie en doe pevar bugel :
- Franz Ferdinand (1863 - drouklazhet en 1914), pennhêr ar gurunenn adalek 1896,
- dimezet en vorganatek en 1900 da Sophie Chotek Chotkowa ha Wognin.
- Otto Franz Joseph (1865–1906), gastaouer ken e oa,
- dimezet en 1886 da Marie-Josèphe de Saxe (1867-1944); int-i e oa tud an Impalaer diwezhañ Karl Iañ
- Ferdinand Karl Ludwig (1868–1915),
- dimezet en 1909 d'e serc'h Berthe Czuber, ha divugel. lakaet e voe e-maez an tiegezh impalaerel, tennet e ditloù digantañ, ma voe ret dezhañ kemmañ e anv. Kemer a reas an anv Ferdinand Burg.
- Margarethe Sophie (1870–1902)
- dimezet en 1893 da Albert Württemberg (1865-1939), ha bugale dezho.
Digant Maria Teresa Bragança (1855-1944) en doe div verc'h :
- Maria Annunziata Aostria (1876–1961), aet da leanez;
- Elisabeth Amalie Aostria (1878–1960)
E varv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a reas Karl Ludwig en 1896.