Maria Annunziata di Borbone-Due Sicilie

Eus Wikipedia
Maria Annunziata di Borbone-Due Sicilie

Maria Annunziata di Borbone-Due Sicilie a oa eil pried Karl Ludwig von Österreich, breur da Franz Joseph Iañ, impalaer Aostria.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa da Ferdinando II an Div Sikilia ha d'e bried Maria Theresia von Österreich (1816–1867) .

Dimeziñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ a reas e 1862, da 19 vloaz, da Karl Ludwig von Österreich (1833-1896), intañv goude marv e bried kentañ Margarete von Sachsen (1840-1858), da 18 vloaz, e 1858. Hennezh a oa breur da Franz Joseph Iañ, Impalaer Aostria.

Bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pevar bugel o doe:

  • Franz Ferdinand (1863 - drouklazhet en 1914), pennhêr ar gurunenn adalek 1896,
    • dimezet en vorganatek en 1900 da Sophie Chotek de Chotkowa et Wognin.
  • Otto Franz Joseph (1865–1906), gastaouer ken e oa,
    • dimezet en 1886 da Marie-Josèphe de Saxe (1867-1944); int-i e oa tud an Impalaer diwezhañ Karl I.
  • Ferdinand Karl Ludwig (1868–1915),
    • dimezet en 1909 d'e serc'h Berthe Czuber, ha divugel. lakaet e voe e-maez an tiegezh impalaerel, tennet e ditloù digantañ, ma voe ret dezhaén kemmañ e anv. Kemer a reas an anv Ferdinand Burg.
  • Margarethe Sophie (1870–1902)

He marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a reas da 28 bloaz. Addimeziñ a reas he fried, div wech intañv, e 1873 da Maria Teresa de Bragança.