Adelheid von Löwenstein-Wertheim-Rosenberg

Eus Wikipedia
Adelheid von Löwenstein-Wertheim-Rosenberg.

Adelheid Löwenstein-Wertheim-Rosenberg pe Adelheid Sophie Amelie Louise Johanne Leopoldine von Löwenstein-Wertheim-Rosenberg (en alamaneg), pe Adelaide de Löwenstein-Wertheim-Rosenberg (e portugaleg), ganet d'an 3 a viz Ebrel 1831 e Kleinheubach, ha marvet e Ryde d'ar 16 a viz Kerzu 1909, a oa ur briñsez alaman, dimezet da Miguel Iañ, roue Portugal.

Merc'h e oa d'ar priñs Konstantin zu Löwenstein-Wertheim-Rosenberg ha da Inês von Hohenlohe-Langenburg, div briñselezh vihan en Alamagn.


He bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adelheid von Löwenstein-Wertheim-Rosenberg gant he fried ha daou eus o bugale

Dimezet e voe e Gwengolo 1851, e Kleinheubach, gant ar roue Miguel Iañ Portugal, bet diroueet.