Miguel Capuccini
Neuz
Miguel Capuccini, bet ganet d'ar 5 a viz Genver 1904 e Montevideo (Uruguay) hag aet da Anaon d'an 9 a viz Mezheven 1980 er memes kêr, a oa ur melldroader etrebroadel uruguayat (diwaller-pal e bost dezhañ war an dachenn).
Chomet e oa da c'hoari, a-hed e vicher, en Uruguay :
- 1928-1934 : Peñarol Montevideo, aet da gampion Primera División de Uruguay e 1928, 1929 ha 1932[1]
C'hwec'h gwech en devoa douget krez La Celeste[2] e 1927 ha paket c'hwec'h pal.
Krogadoù a vignoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 10 a viz Kerzu 1927 e Santiago de Chile : Chile 2-3 Uruguay.
- 29 a viz Eost 1927 e Buenos Aires : Arc'hantina 0-1 Uruguay.
- 14 a viz Gouere 1927 e Montevideo : Uruguay 0-1 Arc'hantina.
Ezel e oa eus skipailh Uruguay pa voe tapet an eil plas gantañ e 1927 :
- 1añ a viz Du : Perou 0-4 Uruguay,
- 6 a viz Du : Uruguay 9-0 Bolivia,
- 20 a viz Du : Arc'hantina 3-2 Uruguay.
C'hoariet e voe an holl grogadoù en Estadio Nacional del Perú (Lima).
Kemeret en devoa perzh Miguel Capuccini en un dalc'h hepken :
- Kib vell-droad ar bed 1930 bet aozet en Uruguay ma oa aet ar maout gant skipailh broadel Uruguay. N'en devoa c'hoariet krogad ebet dre ma oa bet fiziet en ur c'hoarier all, Enrique Ballestrero, diwall kaouedoù Uruguay.