Michel Marion
Michel Marion a oa ur brogarour breizhat ganet e 1450 e Kemper ha marvet e 1487 e Naoned e-pad ur brezel etre Breizh ha Bro-C'hall.
Paramantour ha resever
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Marc'hadour ha paramantour e oa, ha resever hollek evit an Dug e Kemper ha Kab Caval. Daou vaner en doa : Maner Pennanger e-harz torgenn Penharz e Kemper, ha Maner Keruhel e Ploneour-Lanwern.
Brezel dizalc'hidigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Erruout a reas al lu gall e Breizh e miz Mae 1487. Gwerzhañ a reas Michel Marion e vadoù evit mont da zifenn Naoned sezizet gant an enebour. Troet e voe gantañ ur vag kenwerzh en ur vag vrezel (ur garakenn) ha mont a reas gant ur c'hant Kemperad bennak davet paotred al lestraz breizhat, etre 50 ha 60 lestr anezhañ, Jehan Coetanlem en o zouez. Kemer a reas youlidi all e bourzh er Groazig ha Gwenrann. War al Liger e tagas ar c'hamp enebour, en enez Biesse, met kaset e voe d'ar strad gant ar C'hallaoued. An hanter eus e 120 paotr a voe beuzet el Liger. Eñ a varvas diwar e c'houlioù. Torret e oa ar sez avat, ha mont a reas al lu gall kuit d'ar 6 a viz Eost 1487, war-zu kreñvlec'hioù Gwitreg ha Sant-Albin-an-Hiliber.
Gant an argadenn-se e voe torret seziz ar C'hallaoued ha dieubet an dug Frañsez II. Roet e voe un argouroù 3000 lur d'e verc'h gant Anna Vreizh evit e drugarekaat. Aotren a reas dezhi dimeziñ d'ur paotr eus he ziegezh ivez.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Comte de Saint Jean, Michel Marion, épisode de la guerre de l'Indépendance de la Bretagne, éditions Dentu à Paris, 1879, 270p
- (fr) Trévédy de la Borderie, Un patriote breton au XVè siècle, le quimpérois Michel Marion, Kemper, 1887, 31 p.
- (fr) Yann Brekilien, Prestiges du Finistère, Éditions France-Empire
- (fr) Jean Kerhervé L'État breton aux XIVe et XVe siècles. Les ducs, l'argent et les hommes, 2 levrenn, Maloine, 1987