Meulbrezegennoù latin
Neuz
Panegyrici Latini pe Meulbrezegennoù latin a reer eus un dastumad daouzek prezegenn a veul oberoù un toullad impalaerien roman, savet gant skrivagnerien disheñvel, etre ar Iañ kantved hag ar IVe kantved.
Roll ar meulbrezegennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Meulbrezegenn Trajan, gant Plinius ar Youankañ
- Meulbrezegenn Maksimian, gant Mamertin, bet displeget e Trier e 289
- Meulbrezegenn, anavezet Genethliacus, evit Maksimian, gant Mamertin, bet displeget e Trier, e 291
- Meulbrezegenn Konstañs (*Chlor), goude aloubadeg Enez Vreizh, bet displeget e Trier e 297
- Prezegenn Eumenius evit adaozerezh skolioù Autun; bet displeget dirak prefed ar rannvro Lugdunensis, e Autun, e 298
- Gourc'hemmenoù da Gustentin evit e eured gant Fausta, merc'h Maksimian; bet displeget e Trier (?) e 307
- Prezegenn da Gustentin, an deiz war lec'h marv Maksimian hag ur ergerzh-brezel war ar Rhin, bet displeget e Trier e 310
- Trugarezioù Kêr-Autun d'an impalaer evit disammadurioù-telloù, bet displeget e Triere 312
- Gourc'hemmenoù d'an impalaer evit ergerzh-brezel en Italia, ha trec'h Maksens, bet displeget e Trier e 313
- Prezegenn en enor Kustentin, evit e 15vet bloaz gouarnamant, hag ar Gaezared evit o Quinquennalia, bet dispeget e Roma gant Nazarius, e 321
- Trugarezioù ar c’hoñsul nevez Mamertin d'an impalaer, prezegenn bet dispeget e Kergustentin e 362
- Meulbrezegenn Teodoz, gant Pacatus, goude dismantr Maksim; bet displeget e Roma e 389
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Panégyriques latins. Texte établi et traduit par Edouard Galletier. Belles Lettres. Tome I (I-V), 1949; Tome II (VI-X), 1952; Tome III (XI-XII), 1955